Caterina Sforza

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lorenzo di Credi: La dama dei gelsomini

Caterina Sforza (1462/3-1509), a oa ur briñsez italian eus dibenn ar XVvet kantved, merc'h bastard da dug Milano, ha kontez Forlì hag Imola, hag unan eus brudetañ maouezed hec’h amzer abalamour d’he nerzh-spered ha d’he nerzh-kalon.

Lavaret e veze anezhi e oa un "diaoulez enkorfet" hag ur "virago cruelísima", (virago zo ur ger italianek a dalv "stourmerez evel ur gwaz" ).


E dibenn he buhez e lavaras d'ur manac'h: Ma skrivjen istor ma buhez e sponjjen ar bed.

Taolenn

[kemmañ] He buhez

Merc’h bastardez Galeazzo Maria Sforza (1444-1476), dug Milano, hag ar gontez Lucrezia Landriani (1440-?) e oa. He mamm a oa dimezet da Gian Piero Landriani, ur mignon d'an dug.

[kemmañ] Bugaleaj

Ganet e oa e Milano. Krediñ a reer e oa o chom e ti tud he mamm pa oa bihanik. Tost an eil ouzh eben e voe mamm ha merc'h a-hed o buhez.
Pa voe anvet Galeazzo Maria Sforza da Dug Milano e 1466, goude marv e dad Francesco, e lakaas degas ar vugale en doa bet gant e serc'h Lucrezia Landriani, d'al lez. Pevar a oa:

  • Carlo (ganet e 1461), a vo kont Magenta;
  • Caterina (ganet e 1463);
  • Alessandro (ganet e 1465), a vo aotrou Francavilla;
  • ha Chiara (ganet e 1467), a voe kontez dal Verme di Sanguinetto hag itron Vigevano dre he dimeziñ kentañ; dre hec'h eil dimeziñ e voe Itron Novi.[1].

Ar pevar bugel-se a voe roet d'o mamm-gozh a-berzh tad, Bianca Maria Visconti, da sevel. Diwezhatoc'h e voent advabet gant eil pried an dug, Bona di Savoia.


E lez Sforza, darempredet gant skrivagnerien hag arzourien, e voe skoliet Caterina evel he breudeur ha c'hoarezed ha roet dezho un deskadurezh klasel. En amzer-se, e veze skoliet heñvel merc'hed ha mibien en tiegezhioù uhel. Ouzhpenn komz latin ha lenn ar skrivagnerien roman hervez urzhioù ar gelennerien e teskas Caterina, digant he mamm-gozh Visconti, taolioù-kaer he hendadoù, bezañ dispont er brezel, ha korvigellek er gouarnamant. Digant he lezvamm Bona di Savoia he doe karantez he gwalc'h, evel holl vugale all he fried advvugelet ganti. Pan eas Caterina kuit eus Milano e kendalc'has an darempredoù dre lizher etre an div vaouez.

Tiegezh an Dug aveze o chom e Milano pe Pavia, met alies e teue da Galliate pe Cusago, ma'z ae Galeazzo Maria da chaseal. En unan eus al lec'hioù-se moarvat eo e teskas Caterina chaseal, ur blijadur a badas keit ha m'he doe nerzh .

[kemmañ] Kentañ pried

In 1473 e voe dimezet Caterina da Girolamo Riario (1443-1488), breur da Pietro Riario, arc’heskob Firenze, ha niz d’ar pab Sixtus IV (hervez ar gwalldeodoù e oa mab d’ar pab). En ofisiel e oa mab da Paolo Riario ha Bianca della Rovere, c'hoar d'ar pab Sixtus IV.
Caterina he devoa kemeret lec'h he c'heniterv, Costanza Fogliani, unnek vloaz, evel plac'h nevez. Hervez istorourien zo e nac'has mamm Costanza dimeziñ he merc'h a-raok an oad hervez al lezenn, da lavarout eo pevarzek vloaz en amzer-se. Caterina a oa dek vloaz, lidet e voe an eured d'ar 17 a viz Genver 1473, met ne voe kaset da benn nemet pevar bloaz goude (1477) pa voe tapet he fevarzek vloaz gant Caterina .
Girolamo Riario a voe graet kont Imola gant ar pab. Hag e 1477 e voe degemeret ar c’hont hag ar gontez war an ton bras e kêr Imola. E miz Mae 1477 ez ejont da Roma da c’houlenn digant ar pab kontelezh Forli, a oa dalc’het neuze gant an tiegezh Ordelaffi, hag a voe roet dezho. E Roma e voent o chom meur a vloaz, e servij ar pab.

E miz Meurzh 1478 e c'hanas Caterina ur verc'h a voe anvet Bianca, diwar-lerc'h mamm Girolamo, Bianca della Rovere, ha mamm-gozh Caterina a-berzh-tad, Bianca Maria Visconti. Goude-se e voe pemp bugel all a-hed an nav bloaz goude.[2]


[kemmañ] E lez ar Vatikan

Roma ne oa ket ur gêr grennamzerel ken, e dibenn ar XVvet kantved, met ne oa ket c'hoazh ar greizenn arzel a-bouez a deuio da vezañ a-benn un 40 vloaz bennak gant an Azginivelezh.
Un anal a c'halloud hag a itrik a oa e kêr, ha n'eo ket armadoù speredel a gonte ar muiañ. Caterina a oa difennet outi gant he fried emellout was er politikerezh, met perzh a gemeras e kevredigezh tud uhel Roma, ha seul aesoc'h a se ma oa ur vaouez plijus he doare. Unan eus kaerañ ha kranañ maouezed Roma e oa Caterina, a zesker e lizhiri an amzer-se. Degemeret mat e veze e pep lec'h, brav e veze graet dezhi, meuleudi a veze kanet dezhi gant an holl ha gant ar pab zoken. Gwall gemmañ a reas buhez Caterina ha Girolamo gant marv ar pab Sixtus IV avat, d'an 12 a viz Eost 1484.


[kemmañ] Kastell Sant'Angelo

Riario en doa graet meur a dorfed evit pinvidikaat, pezh a zisplije d’ar gontez. Pa varvas ar pab Sixtus e miz Eost 1484, ha pa c'halle e vadoù bezañ tennet digant Girolamo gant ar pab nevez, e kasas Caterina da Roma, ha hi dougerez, da aloubiñ kastell Sant Angelo, a voe difennet ganti ivez betek ar 25 a viz Here, pa en daskoras d’ar C’holaj Sakr war urzh he fried .

Hag int en-dro en o douaroù, Imola ha Forlì, ma klaskent plijout d’ar bobl o sevel ilizoù ha savadurioù kaer, hag o lemel tailhoù. Nemet pa veze berr an arc’hant e veze ret adlakaat tailhoù, ha se ne blije ket nemeur. Enebourien ar c’hont a oa oc’h iriennañ a-benn lakaat Franceschetto Cybo, niz d’ar pab Inosant VIII, evel kont Imola ha Forlì en e lec’h. Ha Riario neuze da heskinañ an holl re a grede dezhañ a gemere perzh en trubarderezh.

[kemmañ] Marv Girolamo

Meur a irienn a oa bet a-enep da Girolamo, met hini ebet na deuas da benn-vat. E 1488 e voe emsavadegoù e Forlì ha lazhet e voe ar c’hont d'ar 14 a viz Ebrel gant tri irienner, lakaet ar palez en arigrap, ha prizoniet ar gontez hag he bugale. E penn an emsavadeg e oa an tiegezh Orsi, noblañsed eus Forlì.
Gwikadell Ravaldino avat, ur c'hreñvlec'h a bouez, a zalc’he penn ouzh an emsavadeg e Forlì. Ha Caterina neuze da lavarout d’an iriennerien e oa prest da vont da reiñ urzh d’ar gouarnour, Tommaso Feo, da baouez gant ar stourm. Pennoù an Tiegezh Orsi a gredas he c'homzoù rak leuskel a reas he bugale etre daouarn an emsavidi da vont d’ar wikadell. Erruet eno avat e taolas gourdrouzoù hag e touas kaout dial eus an dreitourien. Pa voe kemennet gante e oant o vont da lazhañ he bugale e savas ar gontez war ar voger, hervez ar vojenn (met ne dle ket bezañ gwir) da ziskouez he gaol ha da embann : Ho con me lo stampo per farne degli altri! (Gani ez eus peadra d'ober re all!). Gant skoazell Lodovico Sforza (Lodovico il Moro) e teuas a-benn da drec’hiñ war hec’h enebourien ha da adkemer he madoù. Met n’ankounac’haas ket kas an dorzh d’ar gêr d'hec'h enebourien pa adkemeras ar galloud e Forlì.

[kemmañ] Itron Imola and Forlì

D'an 30 a viz Ebrel 1488 e stagas Caterina da c'houarn he c'hontelezh evit he mab henañ Ottaviano, anavezet gant ar pennoù bras evel Aotroù Forlì, petra bennak ma oa re yaouank evit seveniñ e garg.

Kentañ a reas Caterina evel Renerez Forlì a voe kas an dorzh d'ar gêr da vuntrerien he fried, hervez giz an amzer. avenge the death of her husband, according to the custom of the time. Urzh a roas da vac'hañ an holl re o devoa kemerzh perzh en un doare bennak en irienn Orsi, hag en o zouez gouarnour ar pab, Monsignor Savelli, jeneraled ar pab, castellan kreñvlec'h Forlimpopoli, en abeg d'o zrubarderezh, hag ivez an holl vaouezed eus an Tiegezh Orsini ha tiegezhioù all kar d'an iriennerien.


[kemmañ] Eil pried

E 1489 e timezas da Giacomo Feo (1468-1495), a oa sekretour he gwaz kentañ. Un den kriz ha lorc’hus e oa, ha muntret e voe dirazi e miz Eost 1495. An holl iriennerien, o gwragez ha bugale, a voe lakaet d’ar marv.

Darempredoù mat he doa gant Firenze, ha gant ar pab Alesant VI, evit diwall diouzh Venezia a glaske aloubiñ he douaroù.

[kemmañ] Trede pried

E 1496 e teuas kannad Republik Firenze, Giovanni de' Medici il Popolano, d'ober ur gweled da Caterina. Hennezh a oa eil mab Pierfrancesco di Lorenzo de' Medici, eus skourr yaouañ an Tiegezh Medici. War un dro gant e vreur henañ Lorenzo e oa bet kaset d'an harlu dre ma oa savet a-enep e genderv Piero, a oa o ren e Firenze goude marv e dad Lorenzo il Magnifico .


E 1497 e timezas da Giovanni de' Medici, lesanvet il Popolano (1467-1498), eus an tiegezh Medici, kannad Firenze e Forlì. Ur mab he doe e 1498, hennezh eo a vo brudet evel condottiero, Giovanni dalle Bande Nere. Er bloaz-se en-eeun e varvas he gwaz.

[kemmañ] Cesare Borgia

Er bloaz goude, e 1499, e teuas Cesare Borgia, mab d'ar pab Alesant VI, gant un arme, da lakaat seziz war Forlì, ha gantañ Leonardo da Vinci oc'h ober war-dro ar melloù kanolioù nevez. Gwaregerien ar gontez intañvez a denne saezhioù a gase lizhiri o kemenn e roje Caterina 10 000 pezh aour da neb a roje Cesare Borgia dezhi. Ha Cesare a brometas 100 000 neuze d'an hini a roje anezhi dezhañ. A-benn ar fin e voe trubardet ar gontez, kemeret kêr gant ar Valentino, ha kaset Caterina d’ar vac’h da Roma. Loeiz XII, roue Bro-C’hall, a reas dezhañ he divac’hañ.

[kemmañ] He bugale

  • Gant he fried kentañ, Girolamo Riario, he doe c'hwec'h bugel:
  1. Bianca (Roma 1478 - goude 1522), dimezet e 1494 da Astorre III Manfredi, aotrou Faenza (marvet e 1502); addimezet e 1503 da Troilo Rossi (marvet e 1521), kentañ markiz San Secondo, ha 9 bugel o doe.
  2. Ottaviano (Roma 1479 - Bologna 1523), aotrou Imola ha Forlì (1488–99), ha goude eskob Volterra ha Viterbo.
  3. Cesare (Roma 1480 -Roma, 1518 pe 1540?), arc'heskob Pisa ha patriark Alexandria.
  4. Giovanni Livio (Forlì 1484 - 1496).
  5. Galeazzo (Forlì 1485 - Bologna, 1557), dimezet e 1504 da Maria Giovanna della Rovere (Senigallia 1486 - Bologna 1538), itron Camerino, c'hoar henañ Francesco Maria Iañ della Rovere, dug Urbino. Ur verc'h hag ur mab o doe, Giulia ha Giulio (marvet e 1565). Echuiñ a reas o skourr gant marv Francesco Maria Riario della Rovere e 1676.
  6. Francesco, lesanvet "Sforzino" (Imola 1487 - goude 1509), eskob Lucca.

Gant e eil pried Giacomo Feo, he doe ur mab :

  1. Bernardino (anvet goude Carlo) (1489 - 1509).

Gant he zrede pried Giovanni de' Medici, anavezet evel Giovanni il Popolano, he doe ur mab :

  1. Ludovico (Forlì 1498 - Mantua 1526), anvet Giovanni goude marv e dad, a zeuas da vout condottiero brudet ha haroz broadel anavezet evel Giovanni dalle Bande Nere. Dimeziñ a eure da Maria Salviati (1499- 1543), merc'h da Jacopo Salviati ha Lucrezia di Lorenzo de' Medici, hag ur mab o doe, Cosimo Iañ de' Medici Dug Meur Toskana (1519–1574) .

[kemmañ] Firenze

E Firenze ez eas Caterina da chom er c'henkizoù a oa bet d'he zrede pried, Giovanni de' Medici. Alies e veze er Villa di Castello. Buan a-walc'h e klemmas abalamour ma veze lakaet diaes gant ar berr ma oa an arc'hant. Bec'h he devoe e-pad meur a vloaz ouzh he hantervreur Lorenzo de' Medici abalamour d'he mab Giovanni a oa bet fiziet ennañ pa oa-hi bac'het. E 1504 e tistroas he mab dezhi, rak ar barner a gavas dezhañ ne oa ket un heñvel bout prizoniet abalamour d'ar brezel hag abalamour d'un torfed.

[kemmañ] He bugale

  • Gant he fried kentañ, Girolamo Riario, he doe c'hwec'h bugel:
  1. Bianca (Roma 1478 - goude 1522), dimezet e 1494 da Astorre III Manfredi, aotrou Faenza (marvet e 1502); addimezet e 1503 da Troilo Rossi (marvet e 1521), kentañ markiz San Secondo, ha 9 bugel o doe.
  2. Ottaviano (Roma 1479 - Bologna 1523), aotrou Imola ha Forlì (1488–99), ha goude eskob Volterra ha Viterbo.
  3. Cesare (Roma 1480 -Roma, 1518 pe 1540?), arc'heskob Pisa ha patriark Alexandria.
  4. Giovanni Livio (Forlì 1484 - 1496).
  5. Galeazzo (Forlì 1485 - Bologna, 1557), dimezet e 1504 da Maria Giovanna della Rovere (Senigallia 1486 - Bologna 1538), itron Camerino, c'hoar henañ Francesco Maria Iañ della Rovere, dug Urbino. Ur verc'h hag ur mab o doe, Giulia ha Giulio (marvet e 1565). Echuiñ a reas o skourr gant marv Francesco Maria Riario della Rovere e 1676.
  6. Francesco, lesanvet "Sforzino" (Imola 1487 - goude 1509), eskob Lucca.

Gant e eil pried Giacomo Feo, he doe ur mab :

  1. Bernardino (anvet goude Carlo) (1489 - 1509).

Gant he zrede pried Giovanni de' Medici, anavezet evel Giovanni il Popolano, he doe ur mab :

  1. Ludovico (Forlì 1498 - Mantua 1526), anvet Giovanni goude marv e dad, a zeuas da vout condottiero brudet ha haroz broadel anavezet evel Giovanni dalle Bande Nere. Dimeziñ a eure da Maria Salviati (1499- 1543), merc'h da Jacopo Salviati ha Lucrezia di Lorenzo de' Medici, hag ur mab o doe, Cosimo Iañ de' Medici Dug Meur Toskana (1519–1574) .


[kemmañ] He fersonelezh

Dre he zemz-spered nerzhus hag he c’hoant da chom dizalc’h eo bet lakaet da arouez merc’hed an Azginivelezh, da skeudenn ar “virago”, poz italianek, a sav enep pep diaezamant hag a drec’h war an dud widreüs. Bet eo ivez ur vestrez war al louzoù, a studie hag a implije, evit ar yec’hed kenkoulz hag evit ar gened. Ul levr he deus skrivet gant hec’h anaoudegezh: Liber de experimentiis Catherinae Sfortiae.

[kemmañ] Poltredoù

An Teir Fulenn en daolenn La Primavera gant Sandro Botticelli: Caterina Sforza e vije ar vaouez en tu dehoù.

He foltred, bet livet gant Lorenzo di Credi, a weler e mirdi Forlì. Anavezet eo evel La dama dei gelsomini (Itron ar jelsami). Poltredet e vije ivez e taolenn Sandro Botticelli, La Primavera.

[kemmañ] Lennadurezh

[kemmañ] En italianeg

  • Emilio Sani, Il ricettario di bellezza di Caterina Sforza, estratto da Minerva Farmaceutica n. 4 aprile 1953 e da Il Pescatore Reggiano del 1954 , Reggio Emilia, Tipografia Editrice Bizzocchi, 1954 .
  • Antonio Perria, I terribili Sforza. Trionfo e fine di una grande dinastia. Milano, SugarCo Edizioni Srl, 1981 .
  • Cecilia Brogi, Caterina Sforza , Arezzo, Alberti & C.Editori, 1996 .
  • Natale Graziani Gabriella Venturelli, Caterina Sforza, Cles, Arnoldo Mondadori Editore, 2001 . ISBN 88-04-49129-9

[kemmañ] E yezhoù arall

  • (fr) G. Rachet, Catherine Sforza, la Dame de Forli, Denoël, Pariz 1987.

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Notennoù

  1. Complete Genealogy of the House of Sforza
  2. The Sforza and the Aragonese - Maike's History of Women and the History of Everyday Life - kleio.org

[kemmañ] Pennadoù kar

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all