Sandro Botticelli

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
Emboltred tennet eus Azeuladenn an Tri Roue, 1475, iliz Santa Maria Novella, Galleria degli Uffizi, Firenze

Alessandro di Mariano di Vanni Filipepi, anavezet evel Sandro Botticelli (abalamour ma tenne e gorf d'ur varrikenn), a oa ul livour italian eus ar XVvet ha XVIvet kantved, eus Firenze, ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1445, ha marvet d'ar 17 a viz Mae 1510. Unan eus arzourien brudetañ an Azginivelezh italian eo, eus ar c'h-Quattrocento peurgetket.

Diskleriet eo bet ar marevezh-se gant Giorgio Vasari evel un "oadvezh aour", evel ma lavar e penn-kentañ e levrd diwar-benn buhez Botticelli.

Oberennoù an arzour, evel Ganedigezh Gwener ha Nevez-Amzer, a zo brudet dre ar bed a-bezh, ha skouerioù eus arz Firenze.

Taolenn

[kemmañ] Buhez

Ganet e oa e Firenze, ha deskiñ a reas ar vicher a orfebour. Goude e labouras gant Filippo Lippi a oa gant ur murlivadur en ur gouent. Bras e voe levezon Lippi war Botticelli.

Primavera (1478): arouez an Azginivelezh eo al livadur, goulennet evit lakaat e palez Pierfrancesco de' Medici. A-gleiz da zehoù: Merc'her, ar C'haritezed, Gwener, Flora, C'hloris, Zefiros.

A-benn 1470 e oa digoret gant Botticelli e stal-labour dezhañ e-unan.

Levezonet e voe ivez gant ar vreudeur Pollaiuolo, a oa o livañ ar Vertuzioù en ul lez-varn, ha Botticelli a reas unan anezho. Deskiñ a reas ivez gant Andrea del Verrocchio, ha labourat a reas ur pennadig gant Leonardo da Vinci.

Lorenzo de' Medici a gavas implij d'e zonezonoù. Evitañ e livas Ganedigezh Gwener a oa e kenkiz ar priñs. War vihanaat ez eas e vrud goude e varv, met dizoloet e voe e oberenn en-dro e dibenn an XIXvet kantved. Abaoe e vez gwelet evel ur skouer eus kened linennoù liverezh an Azginivelezh kentañ. Hiziv n'eus ket taolennoù brudetoc'h eget e livadurioù [[Ganedigezh Gwener]] ha La primavera e-touez pennoberennoù Firenze.

[kemmañ] E vuhez

[kemmañ] Yaouankiz

Ganet e oa e Firenzi, e fabourzh Ognissanti (an Hollsent), hag eñ pevarvet ha diwezhañ bugel Mariano di Vanni di Amedeo Filipepi, hag e wreg Smeralda.

25 vloaz e oa Giovanni, ar breur henañ, pa voe ganet Sandro, ha kredién a reer ec'h advabas e vreur bihan hag en desavas. Giovanni a oa lesanvet Botticello ("tonellig"), met n'ouzer ket ha dleet e oa da stumm e gof pe d'e zoug d'ar gwin.


N'eas ket da zarbarer a-raok e bevarzek vloaz, moarvat abalamour ma voe roet dezhañ un deskadurezh hag a oa brasoc'h evit hini arzourien all ar Renacimiento. Hervez Vasari, e voe kentañ darbarer orfebour gant e vreur Antonio (en 1458). War e c'houlenn e voe laosket gant e dad da vont da labourat gant Fra Filippo Lippi en Prato (adalek 1464 betek 1467). Levezon hennezh eo a voe ar brasañ war Botticelli:


[kemmañ] Oberennoù

Etre 150 ha 180 taolenn zo bet graet gant Botticelli [1]. Livet en deus kalz taolennoù relijiel kenkoulz ha re awenet gant mojennoù an Henamzer. Hag ivez un toullad poltredoù eus e harperion, disheñvel-mat diouzh kened, kevrin, sklerijenn ha spered e oberennoù all.

Ar mirdi zo ennañ ar muiañ eus e daolennoù eo hini an Uffizi e Firenze (Italia), cuyas famosas obras se exponen en las salas 10-14 y son, para muchos, lo mejor de la galería[2]. Estreget eno e kaver oberennoù a zindan e zorn avat.


Adoración de los Reyes, 1481-1482, Washington DC
Poltred Dante, h. 1495

[kemmañ] Notennoù

  1. Carrassat, p. 41
  2. Guía visual de Italia, Aguilar, 1997. ISBN 84-03-59439-9
  3. Para la datación de las obras se ha preferido, cuando ha sido posible, la referencia "Botticelli", 2005, por ser la más reciente

[kemmañ] Liammoù diabarzh

[kemmañ] Lennadurezh

  • "Botticelli", Los grandes genios del arte, n.º 29, Eileen Romano (dir.), Unidad Editorial, S.A., 2005, ISBN 84-89780-97-8
  • Bacci, M., "Boticelli", en el Diccionario Larousse de la pintura, tomo I, Editorial Planeta-De Agostini, S.A., 1987. ISBN 84-395-0649-X.
  • Carrassat, P.F.R., Maestros de la pintura, Spes Editorial, S.L., 2005. ISBN 84-8332-597-7
  • Pijoán, J., "Botticelli" (1950), Summa Artis, Antología, vol. V: La época del Renacimiento en Europa, Espasa, 2004. ISBN (obra completa) 84-670-1351-6.
  • Knackfuss H., Monographs On Artists, VI. Botticelli por Ernst Steinman, trad. al inglés por Campbell Dodgson, Nueva York, Lemcke & Huachner, 1901, Pg. 112.
  • Lightbown, R., Sandro Botticelli: Life and Work, 1989
  • Ullman, H., Sandro Botticelli, 1893
  • Yashiro, Y., Sandro Botticelli and the Florentine Renaissance, 1929
  • The New Encyclopaedia Britannica, Macropaedia, Vol. 2, 1991, Pág. 413-14.
  • New York Times, Life of Botticelli, 19 de noviembre de 1904, pág. BR783.
  • Da Vinci Declassified, documental de The Learning Channel, 2006
  • Giorgio Vasari. Vite de' più eccellenti architetti, pittori, et scultori italiani, da Cimabue insino a' tempi nostri. 1568

[kemmañ] Liamm diavaez

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.