Barnadenn Paris

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Afrodite dirak Paris, hag Atena (en tu kleiz pellañ) ha Hera en o c'hichen. Barn Paris gant Enrique Simonet, war-dro 1904
Paris o reiñ an aval da Afrodite, hag Atena oc'h ober selloù du. Barn Paris gant Anton Raphael Mengs, war-dro 1757.
Sandro Botticelli, war-dro 1485-1488. Ral eo gwelout an teir doueez ken gwisket evel en daolenn-mañ.

Barnadenn Paris eo danvez ar vojenn hellazat ma'z eus kaoz eus Paris o varn kened an doueezed, hag o reiñ ar priz, un aval, da Afrodite, ma savas fulor en doueezed arall .

Ar vojenn[kemmañ]

Ar vojenn vrudetañ diwar-benn Afrodite eo homañ, a ziskleir an abeg a voe da vrezel Troia.

Pa voe lidet eured ar roue Peleüs hag an nimfenn Tetis war ar menez Olimpos e oa bet pedet an holl zoueed d'ar banvez evel-just. An holl? Nann 'vat, rak Eris, doueez an dizemglev, ar c'hwezerez-tan anezhi, a oa bet lezet a-gostez. Ha peogwir ne gave ket honnezh he c'hont, hag e oa droug enni, he devoa graet he soñj kaout plijadur ivez diwar-goust ar re all. Ha hi dont hep bout pedet, ha ganti un aval eus Liorzh an Hesperidezed, ha teurel un aval-aour war daol ar banvez, ha war ar frouezhenn e oa skrivet «D'an hini gaerañ» e gregach e oa Ἡ καλὴ λαϐέτω / hê kalê labetô ) : hennezh e oa « aval an dizemglev ».

Teir doueez a felle dezho kaout an aval: Atena, Hera hag Afrodite. Dre ma oa savet chao etre an teir, dre ma ne felle ket da Zeus dibab, e voe kaset Hermes da c'houlenn digant Paris, mab da Briam, roue Troia, tennañ tud an eured eus ar gwall blegenn ma oant bet lakaet gant an drougoberourez Eris. War ar menez edo Paris o tiwall e zeñved, ha dezhañ e voe da varn an tabut.

Ha pep hini eus an teir doueez, d'he zro, da glask levezoniñ ar paotr yaouank gant o fromesaoù, ha da glask gennañ anezhañ. Ha Hera da brometiñ galloud kement hag ur roue, hag Atena furnezh, nerzh-kalon, ha klod er brezel, hag Afrodite a ginnige karantez digant kaerañ plac'h a oa er bed. Ha Paris da zibab Afrodite ha goulenn Helene evel priz, goude ma oa pried ar roue hellazat Menelaos. Hag evel-se eo e voe kaset e diegezh hag e vro da get. Skrapidigezh Helene Sparta gant Paris an hini a voe kaoz da Brezel Troia. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet an doueez gant Diomedes.


Meneg a se a ra ar barzh Homeros en Ilias er c'han XXIV  :

« ...Hera hag ar Werc'hez he daoulagad pers.
Ar re-se a vage kasoni ruz ouzh Ilion santel,
Ouzh Priam hag e dud, abaoe ma voe dallet Paris
Hag en o dismegañsas pa gredas, hep e graou gevr,
Mont a-du gant an hini a ginnigas dezhañ an orged c'hwerv. »


An distro da Droia[kemmañ]

Ha Paris da zistreiñ da Droia da-geñver ur genstrivadeg aozet gant Priam entre priñsed kêr. Ar priz? Un ejen eus Menez Ida. Met da Baris e oa al loen, lamet eo bet digantañ, ha fellout a ra dezhañ kemer perzh er genstrivadeg evit adkemer anezhañ . Trec'h eo Paris e pep kenstrivadeg. En hini diwezhañ e rank c'hoari ouzh e vreur Hektor. Da gentañ e seblant bezañ an hini kreñvañ. Met fuloriñ a ra Hektor o welout un estren, a gav dezhañ, o terc'hel penn outañ, ha setu darbet dezhañ lazhañ Paris. evit saveteiñ e vuhez e rank Paris pignat war aoter Zeus. Neuze, Kassandra, a gave un tamm tres heñvel dezhañ, da c'houlennata ar gwaz yaouank, ma kompren e oa eñ an hini e oa ar bugel dilezet. Hag ar roue Priam, bouzar ouzh rakkemennoù an tonkadur, da zegemer ar priñs en e diegezh.

Oberennoù[kemmañ]

Meur a oberenn zo bet anvet Barnadenn Paris.

Skeudennaoueg[kemmañ]

Delwennoù hag engravadurioù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.