Quattrocento
Quattrocento a zo berradur mille quattrocento en italianeg, eo an anv a vez roet er yezh-se d’ar bloavezhioù 1400, da lavarout eo d’ar XVvet kantved. Kemm bras a c’hoarvez en Italia, fae a reer war an tremened, war ar Grennamzer, lakaet da oadvezh an diouiziegezh.
Taolenn |
Milano [kemmañ]
E 1450 e Milano, war-lerc’h trec’hadennoù Francesco Sforza, e tremenas ar galloud eus daouarn ar re Visconti da re Sforza. Ludovico Sforza a c’houlennas digant Leonardo da Vinci sevel dezhañ un delwenn anezhañ war varc’h, evel d’an impalaerien roman, a-benn diverkañ ar soñj eus al lignez a oa bet en e raok. Ne vo savet nemet rakskeudennoù eus an delwenn
Venezia [kemmañ]
Astenn he galloud a ra kêr Venezia e-maez Mor Adria betek Kreta ha Kiprenez en 1489, ha sevel Kevre Venezia.
Firenze [kemmañ]
Dindan levezon an tiegezh Medici e Firenze e vleugn an arzoù. Gwareziñ hag arc'hantañ arzourien veur, evel Paolo Uccello ha Fra Angelico, a vez graet gant Cosimo de' Medici. astenn a ra Firenzehe galloud war Toskana, ha trec'h eo war he c'hevezerez Pisa en 1406. E 1494 koulskoude , dindan Piero II de' Medici, e tegouezh arme c'hall ar roue Charlez VIII, en hent war-du Naplez. Harluet eo ar Medici eus Firenze. Klask a ra Girolamo Savonarola sevel an doueveliouriezh er geoded.
Stadoù ar Pab [kemmañ]
Arz [kemmañ]
Arzourien [kemmañ]
- Andrea del Castagno
- Andrea del Verrocchio
- Andrea della Robbia
- Andrea Mantegna
- Antonello da Messina
- Antoniazzo Romano
- Antonio Pollaiuolo
- Antonio Rossellino
- Benozzo Gozzoli
- Bertoldo di Giovanni
- Carlo Crivelli
- Cosimo Tura
- Desiderio da Settignano
- Domenico di Bartolo
- Domenico Ghirlandaio
- Domenico Veneziano
- Donatello
- Ercole de' Roberti
- Filippo Brunelleschi
- Filippo Lippi
- Fra Angelico
- Francesco del Cossa
- Francesco di Giorgio
- Francesco Squarcione
- Gentile Bellini
- Gentile da Fabriano
- Giovanni Bellini
- Giovanni di Paolo
- Jacopo Bellini
- Justus of Ghent
- Leonardo da Vinci
- Lorenzo Ghiberti
- Luca della Robbia
- Luca Signorelli
- Luciano Laurana
- Masaccio
- Masolino
- Melozzo da Forlì
- Paolo Uccello
- Pedro Berruguete
- Piero della Francesca
- Pietro Perugino
- Sandro Botticelli
- Il Sassetta
- Vecchietta
- Vittore Carpaccio
- Vittore Crivelli
Pennadoù kar [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Studi arz ha doare ar c'h- Quattrocento, adalek an daolenn Sant Sebastian gant Andrea Mantegna (lec'hienn ar c'h-Canal Educatif à la Demande)