Dante Alighieri
Dante Alighieri a zo ganet e Firenze e 1265 en un tiegezh eus an noblañs izel ha marvet etre an 13 hag ar 14 Gwengolo 1321 e Ravenna.
Brudet eo e varzhoneg an Divina Commedia evel unan eus pennoberennoù lennegezh ar bed.
[kemmañ] E vuhez
E dud a oa a renk uhel e Firenze, a-du gant ar gostezenn gelf. E dad a oa Alighiero di Bellincione, a oa ur Gelf gwenn, met ne c'houzañvas ket dial ar Gibelined goude ma voent trec'h e Montaperti. E vamm a oa Bella degli Abati ; Bella eo berranv Gabriella, talvout a ra ivez kement ha « kenedus ».
Pa oa 12 vloaz, e 1277, e voe graet marc'had da zimeziñ Dante gant Gemma, merc'h Messer Manetto Donati. Aozañ dimezioù ken abred a veze graet alies, lidoù bras a veze, hag aktaoù a veze savet dirak an noter.
Mervel a reas mamm Dante e 1278, hag eñ en e 13 vloaz. Alighiero a vevas neuze gant Lapa di Chiarissimo Cialuffi (n'eo ket sur e voent dimezet), ha daou vugel o doe. Ganto edo breur Dante, Francesco, hag e c'hoar Tana (Gaetana). Ŵ5 bloaz diwezhatoc'h, en 1282, e varvas e dad digantañ.
Gant Gemma en doe meur a vugel, Jacopo, Pietro hag Antonia, e vugale nemeto hervez al lezenn.
[kemmañ] E oberennoù
- La Commedia1472, e oberenn dalif, ha ne vo anvet La Divina Commedia nemet adalek embannadur 1555) :
- An Inferno (1314)
- Ar Purgatorio (1316)
- Ar Paradiso
(1321)
Skrivet en deus Dante ivez:
- arnodskridoù :
- barzhonegoù lourennek
- Ar Vita nuova (1293-1295), skrid ma vesk barzhoniezh ha komz-plaen.
L'étude des écrits de Dante se nomme la Dantologie.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Arroudoù eus e skridoù, troet e brezhoneg, amañ: Alighieri