Anna Aostria (1549-1580)
- Ur bajenn disheñvelout Anna Aostria zo ivez.
Anna Aostria (Cigales, Valladolid, 1añ a viz Du 1549 – Badajoz, 26 a viz Here 1580), a oa ur briñsez aostrian, rouanez Spagn ha Portugal dre he dimeziñ gant Fulup II Spagn, ha pevare pried dezhañ.
Taolenn |
He buhez [kemmañ]
Merc'h kentañ Masimilian II an Impalaeriezh Santel, ha Mari Spagn e oa. E Spagn e oa ganet Anna, met da Vienna ez eas da chom gant he zud adalek he 4 bloaz. Ur ribitailh breudeur ha c'hoarezed he devoa. Daou anezho, Rudolf II an Impaleriezh santel ha Mazheas, a zeuas da vout Impalaerien Santel, hag he c'hoar Elesbed, a oa pried d'ar roue gall Charlez IX . He zud kozh a-berzh mamm e oa Karl V, hag Izabel Portugal, tad ha mamm he gwaz; he zud-kozh a-berzh tad e oa Ferdinand Iañ an Impalaeriezh santel, hag Anna Bohemia ha Hungaria. Mamm Karl V ha Ferdinand, he zadoù-kozh, e oa Juana de Castilla, lesanvet Juana la Loca (ar Follez)), hag a oa merc'h da Ferdinant II Aragon ha da Izabel ar Gatolikez.
Anna e oa ar bugel muiañ karet gant he zad, a blije dezhañ c'hoari ganti. Un deskadurezh katolik he doe, goude ma oa troet he zad gant mennozhioù Luther.
He dimeziñ [kemmañ]
Evel merc'h henañ impalaer galloudusañ Europa e oa klask warni e lezioù ar rannved. Kefrisa e voe e 1568 da Karl Aostria (1545-1568), priñs Asturiez, ha dimezet goude e 1570 d'e dad, Fulup II, roue Spagn, kenderv d'he zad-hi.
He bugale [kemmañ]
- Ferdinand, Priñs Asturiez (1571–1578), marvet da 7 vloaz
- Charles Laurence (1573–1575), marvet da 2 vloaz
- Diego, Priñs Asturiez (1575–1582), marvet da 7 vloaz
- Fulup III Spagn (1578–1621), roue war-lerc'h e dad,
- Maria (1580–1583), marvet da 3 bloaz
Poltredaoueg [kemmañ]
-
Anna Aostria, gant Alonso Sánchez Coello
-
Anna, gant Antonis Mor
-
Anna gant Giuseppe Arcimboldo
He marv [kemmañ]
Mervel a reas e 1580 goude genel he merc'h Maria, a varvas tri bloaz goude.
Lennadurezh [kemmañ]
- J. Brouwer, Montigny, Representative of the Netherlands by Philip II (Amsterdam z.j. [1941]).
- R. Rodríguez Raso, Maximiliano de Austria, gobernador de Carlos V en España: cartas al emperador (Madrid 1963).
- Fernando González-Doria, Las Reinas de España (Madrid 1986).
- A.W. Lovett, Early Habsburg Spain, 1517-1598 (Oxford 1986).
- John Lynch, Spain 1516-1598. From nation state to world empire (Oxford 1991).
- Geoffrey Parker, Philip II (Chicago / La Salle 1996).
- Henry Kamen, Philip of Spain (New Haven / London 1997).
- Manuel Ríos Mazcarelle, Reinas de España. Casa de Austria (Madrid 1998).
- L. Cabrera de Córdoba, Historia de Felipe II, rey de España, J. Martínez Millán and C.J. ed the Carlos Morales (Madrid 1998).
- Paula Sutter Fichtner, The Emperor Maximilian II (New Haven 2001).
- Pedro Gargantilla, Enfermedades de los reyes de España. Los Austrias. De la locura a la impotencia de Juana de Carlos II el Hechizado (Madrid 2005).