Édouard Manet
Eus Wikipedia
Édouard Manet (distaget [edwaʁ manɛ]) (Pariz 23 a viz Genver 1832 - Pariz 30 a viz Ebrel 1883) a oa ul livour gall eus an XIXvet kantved.
E vamm, Eugénie-Desirée Fournier, a oa merc'h d'un diplomat ha filhorez da Charles Bernadotte, roue Sveden. E dad Auguste Manet, a oa barner, hag en gortoz e oa da welout e vab Édouard o vont da studiañ al lezenn eveltañ. E eontr Charles Fournier a gase anezhañ gantañ da weladenniñ Mirdi al Louvre alies. E 1845 e krogas da vont da glasoù liverezh ma tegouezhas gant Antonin Proust, a vo Minist an Arzoù-Kaerhag a chomo mignon dezhañ.
[kemmañ] Livadurioù
- Gwelout ar pennad: Mirdi brezhonek Édouard Manet