Olympia (Manet)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Olympia zo ivez.

Olympia

Edouard Manet 038.jpg

Édouard Manet (1863)
Eoul war lien — 130,5 x 190 cm
Musée d'Orsay, Paris

Olympia zo unan eus brudetañ taolennoù Édouard Manet, bet livet e 1863. Da gentañ e oa da vezañ lakaet e Saloñs ar Gorbellidi er bloavezh-se end-eeun, met ne voe diskouezet nemet daou vloaz war-lerc'h, e 1865, er Saloñs Ofisiel e Pariz.

Muioc'h a dabut a voe c'hoazh diwar-benn an oberenn-mañ eget diwar-benn Merenn war al leton. Gwelout a reer ur c'hast en noazh, a hañval bezañ o tont eus un harem, prest da zegemer an arval a zo kemennet gant ar boked bleunioù degaset gant ur vatezh du. En daolenn ez eus ur c'hempouez-digempouez etre ar vaouez wenn hag an hini zu, a zo diwar skouer an taolennoù akademek niverus ma weler ur vaouez a vuhez fall gant he sklavez du, evel odaliskezed Dominique Ingres, pe re Bénouville ha Charles Jalabert er bloavezhioù 1840.

O klask lakaat trouz da sevel e oa Manet a-dra-sur, met ne oa ket engortoz a gemend-all a rebechoù, gant-se en doe kalz a boan-spered, hag ezhomm en doe eus harp e geneil Charles Baudelaire en abadenn diaes-se eus e vuhez.

Dielfennerezh[kemmañ]

Olympia a ra dave, en ur mod, da livadurioù brudet Tizian Gwener Urbino (a voe eillivet gant É. Manet e 1856) ha Danae. Tres lorc'hus zo d'ar vaouez wenn, gourvezet war he liñsel wenn, tra m'emañ he matezh du, evel ur skeud ouzh ar voger deñval, o tegas dezhi bleunioù nevez-degouezhet ha ne ra he mestrez van ebet anezhe, prederiet ma'z eo gant hoalañ an arvesterien o sellout oute diardoù. Kuzhet eo kourzh ar c'hast gant he dorn, hogen plijet eo bet al livour o lakaat ur c'hazh e lost savet ouzh he zreid, e-lec'h ar c'hi boutin a zo e taolenn Tizian.[1]

Gwener Urbino gant Tizian
Eoul war lien, 1538
Galleria degli Uffizi, Firenze
Ludresadenn eus Olympia
gant Cham e 1865

Notennoù[kemmañ]

  1. ARASSE Daniel, Histoires de peinture, Gallimard, 2006, ISBN 978-2-07-032081-3 (fr)