Berthe Morisot

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Berthe Morisot e 1872
Poltred Berthe Morisot graet gant Édouard Manet, 1872.
Poltred Berthe Morisot graet gant Édouard Manet, 1874. Mirdi an Arzoù-kaer, e Lille.

Berthe Morisot (14 a viz Genver 1841 - 2 a viz Meurzh 1895) a oa ul livourez c'hall stag ouzh bagad an "impressionnisme".

Ganet e oa e Bourges (Cher), ha gournizez e oa d'al livour Jean Honoré Fragonard. Gant he c'hoar Edma, he devoa studiet arz al liverezh, dre livañ diouzh skouer al livadurioù diskouezet e mirdi al Louvre. Eno e reas anaoudegezh gant Fantin-Latour.


Adalek 1861 e studias Berthe hag Edma gant Jean-Baptiste-Camille Corot e Ville-d'Avray. Perzh a gemer Berthe Morisot e Saloñs 1864, e hini 1865 goude, ma kinnigas un nebeud gwelvaoù.

E 1868 e reas anaoudegezh gant Manet, ha patrom e voe-hi dezhañ evit meur a livadur: Le Balcon, Le Repos, Berthe Morisot au bouquet de violettes.

E 1874 e tilezas ar Saloñs ofisiel evit kemer perzh e diskouezadeg Monet, Sisley, Renoir...

Er bloavezh-se end-eeun e timezas gant Eugène Manet, breur Édouard. Pa varvas he gwaz e 1892 e vanas klañv ma fizias he merc'h Julie Manet er barzh Stéphane Mallarmé hag en Auguste Renoir, dezhañ d'he c'helenn war al livouriezh.

Estreget oberennoù Camille Pissarro ne voe nemet he re a voe diskouezet en holl ziskouezadegoù kentañ an "Impresionourien".

Evel d'he c'hamaradez Mary Cassatt e plijas da v- Berthe Morisot livañ merc'hed, bugale, ha pennadoù eus buhez an tiegezhioù.

Mervel a reas Berthe Morisot d'an 2 a viz Meurzh 1895 e Paris. Beziet e voe e bered Passy.

Priziet e vez atav ar vuhez a zifluk eus ar stummoù dispis a zamweler en he zaolennoù hag eus kan al livioù war al lien.

Poltredoù[kemmañ]

Meur a emboltred anezhi he deus graet. Livet eo bet gant he mignoned Renoir hag Edouard Manet, he breur-kaer, ivez.

Breizh[kemmañ]

Porzh an Oriant , 1869, The National Gallery of Art, Washington, DC.

Bet eo al livourez e Breizh, graet ganti un toullad taolennoù e korn An Oriant.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

He livadurioù[kemmañ]