24 Ebrel
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- -1184 : Gresianed a ya tre e Troia, oc’h implijout ur marc’h koad bras, Marc'h Troia (hervez ar mojennoù).
- 1800 : savidigezh Levraoueg ar C'hendalc’h e Washington (D.C.).
- 1884 : Impalaeriezh Alamagn a gemer dindan he gwarez ar vro en-dro da Lüderitz war aod su Afrika : deroù trevadenn Mervent Afrika Alaman.
- 1915 : deroù Lazhadeg Armeniz.
- 1916 : deroù Emsavadeg Pask en Iwerzhon. Embannet eo Republik Iwerzhon e Dulenn.
- 1977 : eil Gouel an Unvaniezh aozet gant CUAB e Sant-Nazer.
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1856 : Philippe Pétain, marichal ha politikour gall († 23 a viz Gouere 1951 e Port-Joinville (Enez-Euz)).
- 1946 : Dick Rivers (Hervé Forneri e anv gwir), kaner gall.
- 1980 : Karen Asrian, mestrc'hoarier echedoù armeniat.
Marvioù [kemmañ]
- 1731 : Daniel Defoe, skrivagner saoznek (g. 1660)
Lidoù [kemmañ]
- Devezh koun Lazhadeg Armeniz e Turkia (1915–1917)
- Devezh ar Republik e Gambia