27 Ebrel
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1521 : e Filipinez eo lazhet an ergerzher portugalat Fernan Magalhaes en un emgann gant henvroidi.
- 1565 : un drevadenn gentañ a zo savet gant Spagnoled e Filipinez, e kêr Cebú.
- 1848 : berzet eo ar sklavelezh ent-ofisiel e trevadennoù Frañs.
- 1941 : erruout a ra soudarded Alamagn en Aten.
- 1960 : dizalc’hiezh Togo
- 1961 : dizalc’hiezh Sierra Leone
- 1969 : an darn vrasañ eus ar Frañsizien (53%) a vot ‘’nann’’ en ur referendom war ar rannvroelañ ha kempenn ar Sened. Ar prezidant Charles de Gaulle a ro e zilez.
- 1994 : e Suafrika e c’hell an holl geodedourien votiñ evit ar wech kentañ. Ar maout a ya gant ar strollad African National Congress ha dilennet eo Nelson Mandela da brezidant.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1791 : Samuel Morse, ijiner amerikan († 1872).
- 1822 : Ulysses Grant, prezidant Stadoù Unanet Amerika ha jeneral er Brezel diabarzh († 1885).
- 1891 : Sergei Prokofiev, sonaozer rusian († 1953).
- 1906 : Zavier Langleiz, arzour ha skrivagner († 14 a viz Mezheven 1975 e Roazhon).
[kemmañ] Marvioù
- 1521 : Fernan Magalhaes, ergerzher portugalat (° 1480).
- 1702 : Jan Bart, kourser mor (° 21 a viz Here 1650).
- 1869 : Émilie Guitton (Itron de Saint-Prix) (Montroulez), dastumerez gwerzioù kozh.
- 1937 : Antonio Gramsci, politikour italian.
- 1972 : Kwame Nkrumah, prezidant Ghana (° 1909).
- 2007 : Mstislav Rostropovich, biolonkellour (° 27 a viz Meurzh 1927 e Bakou (Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel d'ar mare-se)).