Gwirioù ar merc'hed

Eus Wikipedia

Gwirioù ar merc'hed eo ar gwirioù a zo d'ar merc'hed evel merc'hed, ne vern o oad, pe o bro, e kevredigezh pe gevredigezh. Ul lod eus gwirioù an dud, pe gwirioù Mab-Den int.

E broioù zo eo skrivet ar gwirioù-se el lezennoù pe er Vonreizh, e broioù all n'int ket anavezet. E-touesk ar gwirioù anavezet pe get e veneger peurliesañ ar gwir da votiñ, da labourat, da gaout goproù reizh, da vezañ perc'hennez, da gaout deskadurezh, da gaout gwirioù war ar vugale.