Faero

Eus Wikipedia
Føroyar (Faeroeg)
Færøerne (Daneg)
Banniel an Inizi Faero
Skoed Ardamez
Skoed Ardamez
(Banniel an Inizi Faero) (Skoed Ardamez)
Yezhoù ofisiel Faeroeg, Daneg
Kêr-benn Tórshavn
Penn ar stad Frederik X, roue Danmark
Kentañ Ministr Aksel V. Johannesen
Gorread
- En holl
- % dour

1 399 km²
0,5
Poblañs
- En holl (2011)
- Stankter ar boblañs

48 574
34,8/km²
Statud politikel Emren (diouzh Rouantelezh Danmark) abaoe 1948.
Moneiz kurunenn Faero (króna) (DKK)1
Kan broadel Tú alfagra land mítt
(Na kaer eo ma bro)
Devezh ar vro 29 a viz Gouere
Kod war ar Genrouedad .fo
Kod pellgomz 298
1Kurunenn Danmark (krone) eo a vez implijet, met tresadennoù dibar d’an inizi a vez war ar bilhedoù-bank. Gant pezhioù moneiz ordinal Danmark e vez graet.

Kartenn an Inizi Faero

Bez' ez eo an inizi Faero (Føroyar [ˈfœɹjaɹ], inizi an deñved e faeroeg; pe marteze ivez 'inizi pell') un enezeg er Meurvor Atlantel, hanter hent etre aodoù Norvegia, Bro-Skos hag Island. Stag int ouzh rouantelezh Danmark, met emren int abaoe 1948, ha n'int ket lodek en Unaniezh Europa nag e Tachennad Schengen.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un enezeg enni 18 enezenn eo an inizi Faero. Lec’hiet eo a-hedred gant inizi kornôg Bro-Skos, hag en em astenn a ra a-hed 113 km eus an norzh d’ar su hag a-hed 75 km eus ar c’hornôg d’ar reter. Inizi roc’hellek ha torosennek int, toullet o aodoù gant fjordoù bihan. Ar Slættaratindur eo ar menez uhelañ, dezhañ 880 m uhelder, war enez Eysturoy.

Kerreizh eo an hinad. Klouar ha gleb e vez an amzer, gant brumenn hag avel alies.

Enez didud Lítla Dímun


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Moarvat e voe menec'h eus Iwerzhon war an inizi er VIIvet kantved. Met gant ar Vikinged eo e voe poblet an inizi da vat. Hervez ar Færeyinga Saga (saga Faeroiz) e voe aloubet an inizi gant tud tec’het diouzh yev roue Norvegia en IXvet kantved. En XIvet kantved e voe perc’hennet an inizi gant ur roue norvegat all, Olav Tryggvason. Gant hennezh e voe kristenaet an enezidi. Ur wech unanet rouantelezhioù Norvegia ha Danmark, dre Unvaniezh Kalmar, goude 1386, e tremenas an inizi Faero dindan galloud Danmark. Stag ouzh Danmark e chomas an inizi goude Feur-emglev Kiel, pa voe distaget Norvegia diouzh Danmark. E-pad an Eil brezel bed, pa oa bet aloubet Danmark gant an Alamaned, en em stalias arme ar Rouantelezh Unanet en inizi. Kement-se a roas c’hoant d’an enezidi da gaout o gouarnamant dezho. Un emsav evit ar yezh a oa abaoe dibenn an XIXvet kantved hag un emsav politikel abaoe deroù an XXvet kantved. E 1948 e voe roet d'an inizi ur statud emrenerezh. Pa’z eas Danmark e-barzh Kumuniezh Europa, e 1973, e tivizas tud an inizi Faero chom er-maez. Bremañ ez eo an dizalc’hiezh krenn pal gouarnamant an inizi.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • B. Raoulx, Les îles Féroé, Institut Culturel Danois-Université de Caen, 1992

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.