Unvaniezh Kalmar

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Unvaniezh Kalmar (Kalmarunionen e daneg, norvegeg ha svedeg) a oa bodad teir rouantelezh eus Lec'hlenn Danmark, Sveden ha Norge etre 1397 ha 1523. Eus an amzer-se e teu ar banniel anvet Dannebrog.

Erik Pomerania a voe anvet da roue an Unvaniezh e 1397.

Dizalc'h e chomas an teir bro, met dre ma oa kreizennet ar galloud e Danmark e savas bec'h e Sveden, hag echuet e voe gant an unvaniezh.

An teir bro[kemmañ]

Disheñvel e oa Lec'hlenn ar XIVvet kantved diouzh hini bremañ.

  • Danmark e oa ar vro pobletañ ha pinvidikañ, ha brasoc'h e oa: dezhi e oa Skania. Mestr e oa war an holl strizhoù-mor a gase d'ar mor Baltek.
  • Sveden a oa bihanoc'h e Lec'hlenn, hogen perc'hennañ a rae Finland (dizalc'h hiziv) hag Inizi Åland (hiziv rannvro emren svedek e Finland) ha kreisteiz rannvro Karelia (hiziv e Rusia, abaoe an Eil brezel-bed), hep ar rannvroioù sam en hanternoz al ledenez a vo rannet etre Sveden ha Finland, ha hanternoz Karelia, deuet da vout finlandat, ha rus goude).
  • Enez Gotland, brasañ enez ar Mor Baltek, a oa dizalc'h neuze (e Sveden hiziv), hag unan eus marc'hallac'hioù an Hansa e oa . An Hansa eo a oa e penn ar c'henverzh baltek.

An Unvaniezh[kemmañ]

Krouet e voe an Unvaniezh en 1397 gant ar rouanez Marc'harid Iañ Danmark (13531412), e kêr Kalmar, e Sveden, tost d'an harzoù gant Skania, a oa da Zanmark goude ma oa bet trec'het Alberzh III Mecklenburg, roue Sveden, en 1389 gant armeoù Danmark ha n'en doa ket gallet paeañ e zle-daspren a 60 000 mark arc'hant tri bloaz goude e zieubidigezh. Ar roue Albert, ganet en Alamagn, ne oa ket gwall garet gant noblañsed Sveden, hag ar re-se en em savas enep dezhañ, gant skoazell Danmark hag a glaske lakaat fin d'an Hansa evit ren war ar c'henwerzh e Lec'hlenn.

Marc'harid Iañ Danmark a oa merc'h da Valdemar Atterdag, roue Danemark, ha pried da roue Norge Håkon VI. Lakaat a reas anavezout he gourniz Erik Pomerania evel roue Norge, ha goude e strivas da lakaat e zilenn da roue en div vro all.


Tierniezhioù Lec'hlenn da vare Unvaniezh Kalmar