Saga

Eus Wikipedia
Un tamm eus saga Njáll (AM 132 folio 13r), war-dro 1350.

Ar sagaoù (eus ar ger islandek saga, el liester sögur) a oa testennoù lennegel skrivet e henyezh Skandinavia diwar-benn danvezioù a bep seurt, da skouer beajoù ar Vikinged o vont da Island ha pelloc'h, pe emgannoù etre familhoù viking. Skrivet e oant, peurvuiañ, e norseg ar c'hornôg, henyezh Island.

Meurzanevelloù e komz-plaen e oa ar skridoù-se, ha kontañ a raent kurioù a bep seurt kaset da benn gant tud na oant ket bev ken. An "harozed"-se a oa Vikinged anezho, paganed evit ar skridoù koshañ pe kristenien evit ar skridoù nevesoc'h. Peurvuiañ eo gwir ar pezh a gonter er sagagoù, nemet a-wechoù e c'hall bezañ tammoù mojennoù enno, dreist-holl evit a re a bled gant sent pe eskibien. Ar wirionez a c'hall bezañ kaeraet a-wechoùigoù, met atav e vez an istorioù diwar-benn tud zo bet bev. Abalamour da se int dedennus-kenañ evit an istorourien a studi ar Vikinged.

Un nebeud sagaoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]