Klemañs V

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Klemañs V
Pab an Iliz katolik roman

Hethoum Korikos o profañ da Klemañs V ur skouerenn eus La Flor des Estoires d'Orient
Hethoum Korikos o profañ da Klemañs V ur skouerenn eus La Flor des Estoires d'Orient

Ardamezioù ar pab Klemañs V

Ganedigezh tro 1264
Villandraut e Gironde
Dilennet da bab 5 a viz Even 1305
Perugia, Italia
Tronidigezh 14 a viz Du 1305
Lyon
Dibenn e baboni 20 a viz Ebrel 1314
Roquemaure eskopti Uzès
En e raok Benead XI
War e lerc'h Yann XXII
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg

Klemañs V (e latin: Clemens V), Bertrand de Got e anv-tiegezh, ganet tro 1264 e Villandraut (Gironde) ha marvet d'an 20 a viz Ebrel 1314 e Roquemaure (eskopti Uzès), a oa bet dilennet da bab an Iliz katolik roman d'ar 5 a viz Even 1305 e Perugia, Italia. Diskar a reas Urzh Marc'heien an Templ e-pad sened-iliz Vienna.