Otto von Bismarck
Eus Wikipedia
Otto Eduard Leopold von Bismarck - Graf von Bismarck (kont), ha da c'houde Fürst von Bismarck-Schönhausen (priñs), Herzog von Lauenburg (dug) zo ganet d'ar 1añ Ebrel 1815 ha marvet d'an 30 Gouere 1898.
Kañseller Prusia etre 1862 ha 1890 e oa bet.
Unvanet e voe Alamagn gantañ, goude un heuliad brezelioù.
Ur politikour mirour e voe ha stourm a reas a-enep al luskad sokial-demokrat. Meur a strollad a voe berzet gantañ er bloavezhioù 1880.
Ur reizhiad leveoù dre ret evit al labourerien a voe krouet gantañ avat.