Wangari Maathai

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Wangari Maathai

Wangari Muta Maathai (ganet d’ar 1añ a viz Ebrel 1940 e Nyeri, marvet d’ar 25 a viz Gwengolo 2011 e Nairobi) a oa ur stourmerez evit an ekologiezh eus Kenya. E 2004 he doa resevet ar Priz Nobel evit ar Peoc’h, abalamour d’he stourm dizehan evit an endro, an demokratelezh hag ar peoc'h. Bez’ e voe unan eus ar c’hentañ maouezed du o kaout un doktorelezh en ur skol-veur eus Afrika.

A-hed he buheziad stourmerez e teuas a-benn da blantañ ha da lakaat plantañ 40 milion a wez e Reter Afrika, diouzh temz-amzer ha douar al lec’hioù ha diouzh ezhommoù an dud. Evit se e rae prezegennoù war an dachenn ha broudañ an dud, en o yezh, da blantañ gwez. Mirout gwez a bep seurt ha mirout yezhoù diseurt a oa daou dra a yae dorn-ha-dorn en he stourm. Betek 150 000 a vaouezed a voe lakaet da labourat da blantañ gwez ha paeet e vezent evit se gant an aozadur savet gant Wangari Maathai, ar Green Belt Movement.

E 2003 e voe savet ganti ur strollad politikel ekologour e Kenya, anvet Mazingira Green Party of Kenya.

Da c’haredonañ he labour e voe roet meur a briz dezhi hag an hini brudetañ anezho, ar Priz Nobel, a dapas e 2004.

Mervel a reas d’ar 25 a viz Gwengolo 2011 en ospital Nairobi, gant ar c’hrign-bev.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Wangari Maathai, Unbowed: A Memoir, Knopf, 2006.
  • Wangari Maathai, The Greenbelt Movement: Sharing the Approach and the Experience, Lantern Books, 2003.
  • Wangari Maathai, The Canopy of Hope: My Life Campaigning for Africa, Women, and the Environment, Lantern Books, 2002.
  • Franck Prévot (testenn) & Aurélia Fronty (tresadennoù), Wangari Maathai, la femme qui plante des millions d'arbres, Rue du monde, 2011
  • F. Prévot & A. Fronty, Wangari Maathai, ar vaouez a blante gwez a-vil-vern, TES, 2013 (levr ha CD)

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.