Emgann Okinawa

Eus Wikipedia
emgann Okinawa
emgann
Rann eusVolcano and Ryukyu Islands campaign, Eil Brezel-bed Kemmañ
StadImpalaeriezh Japan Kemmañ
E tiriadprefeti Okinawa Kemmañ
Lec'hOkinawa Islands, Sakishima Islands Kemmañ
Daveennoù douaroniel26°30′0″N 128°0′0″E Kemmañ
Deiziad1945 Kemmañ
Deiziad kregiñ1 Ebr 1945 Kemmañ
Deiziad echuiñ23 Mez 1945 Kemmañ
Order of battleOkinawa ground order of battle, Okinawa naval order of battle Kemmañ
Map

Emgann Okinawa anavezet ivez dindan an anv Oberenn brezel Iceberg. Etre ar 1 a viz Ebrel hag an 23 a viz Mezheven 1945 e oa c'hoarvezet emgann Okinawa, 82 devezh stourm taer etre soudarded Lu Impalaeriezh Japan harpet gant siviled hag an Amerikaned harpet gant lod soudarded ar Rouantelezh-Unanet.

Okinawa a zo lec'hiet en enezeier Ryukyu. Bet eo bet an dilestradeg brashañ e-kerzh Brezel ar Meurvor Habask hag an Eil Brezel-bed.

Pal ar Gevredidi a oa tapout Okinawa, rak ne oa nemet da 550 km eus ar vamm-vro Japan, evit sevel eno ur bazenn kirri-nij bombezerien. Gant ar bazenn-se e vije aeshaet a galz aloubadeg ar Vamm-vro Japan anavezet dindan an anv Oberenn brezel Downfall.

Pevar divizion troadegiezh lu Amerika an 10vet Arme (ar re 7, 27, 77, ha 96) gant sikour daou divizion an USMC (ar re 1añ hag ar 6vet) o deus bet kemeret perzh e Emgann Okinawa. An aloubadeg a oa harpet gant Bigi brezel, bigi dezougen ha kirri-nij brezel.

E-tal da gement-mañ ne oa nemet 32vet arme Lu Impalaeriezh Japan gant un nerzh a 67,000 pe 77,000 soudarded reoliek hervez mammennoù 'zo. 9,000 soudarded Morlu Impalaeriezh Japan e-kostez bazenn ar morlu e Oroku, nebeut kantadoù anezho bet stummet d'ar stourm doare troadegiezh. Tro 39,000 siviled a roas harp 24,000 dre emgannañ ha 15,000 dre labourioù difenn. 1500 liseidi a emezelas er "Strollad stourm youlek Houarn ha Gwad", ha 600 Kelenner ha studierez ar skol Himeyuri a savas ur strollad klañvdiourezed.

Tetsu no ame ("glav houarn") pe tetsu no bōfū ("glav kreñv houarn") e-kostez ar Japaniz, typhoon of steel ("korventenn houarn") e-kostez ar Gevredidi, setu lezanvioù Emgann Okinawa unan d'eus ar re gwadushañ e Brezel ar Meurvor Habask. Al lezanvioù-se a zo deuet dre feulster sod an emgann gouzañvet gant an holl a oa war al lerc'h.

Argadenn Banzai e-pad Emgann Okinawa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a argadenn Banzai a vezo e-pad Emgann Okinawa ha dre an holl doareoù.

Lu Impalaeriezh Japan a implijas e-leizh ar strategiezh Argadenn Banzai e-pad Emgann Okinawa. Abaoe Emgann plegmor Leyte e oa bet kroget an implij kirri-nij doare Kamikaze, amañ e vezo ar wech kentañ ma vefe un implij anat er strategiezh emgann japanat.

Bugale soudard en Okinawa;

Etre dilestradeg an Amerikaned d'ar 1añ a viz ebrel hag ar 25 a viz Mae e vezo sevenet 7 gwagenn meur doare Argadenn Banzai gant 1,500 karr-nij Kamikaze.

Disoc'h Emgann Okinawa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

110 000 Japanad a oa marv. Un hanter anezho hepken a oa soudarded e Lu Impalaeriezh Japan. A-hervez e vije 4 000 soudard hag a vije en em lazhet.

Ar siviled o vevañ en Okinawa a vez soñjet e vijent bet e-tro 300 000 anezho. Hervez enklaskoù al lu amerikan e vije bet aet 142 058 da anaon.

Ur sell war an dachenn emgann hiziv-An-Deiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Banniel brezel Impalaeriezh Japan   Impalaeriezh Japan  –  An holl rummadoù ha pajennoù a-zivout Impalaeriezh Japan