Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emled Impalaeriezh Bro-Japan eus 1937 da 1942

Brezel ar Meurvor Habask, anvet ivez a-wezhioù Brezel Azia hag ar Meurvor Habask[1] a ra anv dre vras eus emgannoù an Eil Brezel-bed er Meurvor Habask, e inizi, hag en Azia ar Gevred, anvet neuze Reter-Pellañ. An anv a vrezel ar Meurvor Habask a vod an darvoudoù eus tachenn emgann ar Meurvor Habask, tachenn emgann Gevred ar Meurvor Habask, tachenn emgann Azia ar Gevred hag eil Brezel Sina ha japan, hag ivez re Brezel Bro-Japan hag URSS 1945.

Alies e lakaer Brezel ar Meurvor Habask da gregiñ d'ar 7/8 a viz Kerzu 1941 gant aloubadeg Thailand gant Bro-Japan[2] aloubadeg Malaysia saoz, ha tagadenn Pearl Harbor e Hawaii gant Impalaeriezh Bro-Japan.[3][4][5][6] Lod a soñj dezhe e c'haller lakat ar brezel en Azia da gregiñ ken abred hag ar 7 a viz Gouere 1937, gant an eil brezel etre Republik Sina ha Bro-Japan, pe d'an 19 a viz Gwengolo 1931, gant aloubadeg Manchouria gant ar Japaned.[7] Koulskoude e lakaer Brezel ar Meurvor Habask da gregiñ peurliesañ, e deroù miz Kerzu 1941, pa zeuas ar brezel etre Sina ha Bro-Japan da vezañ unan eus tachennoù emgann an Eil Brezel-bed.[8][9]

Enebiñ a reas ar brezel ar Gevredidi hag Impalaeriezh Bro-Japan, skoazellet en un doare berr gant Thailand hag ivez gant broioù an Ahel, an Trede Reich hag Italia faskour. Bombezadennoù atomek Hiroshima ha Nagasaki, ha bombezadegoù all gant aerlu ar Stadoù-Unanet, heuliet gant aloubadeg Manchouria gant ar Rused d'an 8 a viz Eost 1945, a redias Bro-Japan da godianañ hag e echuas an Eil Brezel-bed d'ar 15 a viz Eost 1945. Kodianadur ofisiel Bro-Japan a oa sinet e bourzh al lestr-brezel USS Missouri BB-63 6 e Bae Tokio d'an 2 a viz Gwengolo 1945.

Notennoù[kemmañ]

  1. Williamson Murray, Allan R. Millett A war to be won: fighting the Second World War, Harvard University Press, 2001, page 143
  2. Prime Minister Winston Churchill's Broadcast on War with Japan. British Library of Information (December 8, 1941). Kavet d'an March 6, 2011. “....we shall regard an attack on you as an attack upon ourselves”
  3. John Costello, The Pacific War: 1941-1945, Harper Perennial, 1982
  4. B. H. Liddell Hart, History of the Second World War, Putnum, New York, 1971
  5. Japan Economic Foundation, Journal of Japanese trade & industry, Volume 16, 1997
  6. David Williams, Defending Japan's Pacific War: The Kyoto Philosophers and the Idea of a Post-White World, RoutledgeCurzon, 2004
  7. Roy M. MacLeod, Science and the Pacific War: science and survival in the Pacific, 1939-1945, Kluwer Academic Publishing, p. 1, 1999
  8. "For fifty-three long months, beginning in July 1937, China stood alone, single-handedly fighting an undeclared war against Japan. On 9 December 1941, after Japan's surprise attack on Pearl Harbor, China finally declared war against Japan. What had been for so long a war between two countries now became part of a much wider Pacific conflict." Hsi-sheng Ch'i, in James C. Hsiung and Steven I. Levine, China's bitter victory : the war with Japan 1937-1945, M.E. Sharpe, 1992, p. 157
  9. Youli Sun, China and the Origins of the Pacific War, 1931-41, Palgrave MacMillan, p. 11