Lazhadeg Nanjing

Eus Wikipedia
Lazhadeg Nanjing
Torfedoù brezel Bro-Japan, lazhadeg, wartime sexual violence
Rann eusEmgann Nanjing Kemmañ
Anv er yezh a orin南京大屠殺 Kemmañ
BrezelBrezel Sina ha Japan Kemmañ
Anvet diwarNanjing Kemmañ
StadRepublik Sina (1912-1949) Kemmañ
E tiriadNanjing Kemmañ
Lec'hNanjing Kemmañ
Daveennoù douaroniel32°3′0″N 118°46′0″E Kemmañ
Deiziad1937 Kemmañ
Deiziad kregiñ13 Kzu 1937 Kemmañ
Deiziad echuiñ2 C'hwe 1938 Kemmañ
PrantadBrezel Sina ha Japan Kemmañ
Deskrivet dreTerror in Minnie Vautrin's Nanjing: diaries and correspondence, 1937-38 Kemmañ
OberourLu Impalaeriezh Japan Kemmañ
Map
Soudard eus Arme Impalaeriezh Japan dirak korfoù Sinaiz lazhadeget e 1937

Lazhadeg Nanjing pe Gwallerezh Nanjing a vez graet eus un hollad torfedoù-brezel (lazhadegoù ha gwallerezh) kaset da benn gant nerzhioù Arme Impalaeriezh Japan war annezidi kêr Nanjing, kêr-benn Republik Sina adalek miz Kerzu 1937 e-kerzh an Eil brezel etre Japan ha Sina, goude Emgann Nanjing.

D'ar 7 a viz Kerzu 1937, Tchang Kai-chek, e penn ar C'huomintang, en doa graet eus Nanjing e gêr-benn, a istim ez eo kollet hag a ziviz en em dennañ goude Emgann Shanghai war ali e strategourien alaman. Lezel a ra etre daouarn ur bodad etrebroadel renet gant John Rabe. koulskoude e chom eno un arme 100 000 den dister o gourdonerezh, renet gant Tang Shengzhi, dezhe da gefridi kas da benn politikerezh an douar devet.

Evit miret ouzh ar siviled a guitaat kêr e ro Tang Shengzhi urzh da wardañ dorojoù kêr, evel oulennet gant Tchang. Stanket eo an hentoù ivez gant ar soudarded. Distruj a reont ar bigi ha deviñ ar c'hêriadennoù, kuit ma tec'hfe ur bern tud.

Al lazhadeg a badas c'hwec'h sizhun adalek an 13 a viz Kerzu 1937, devezh aloubadenn Nanjing gant Japaniz. E-pad ar mare-se, soudarded Arme Impalaeriezh Japan o deus lazhet trevourien ha prizonidi sinaat dizarmet. Istimañ a reer e voe lazhet etre 40 000 ha 300 000 den, ha gwallet etre 20 000 ha 80 000 a vaouezed hag a vugale[1].

Diaes eo gouzout ar wirionez dre ma voe kuzhet pe distrujet dielloù arme Bro-Japan a-raok kodianidigezh ar vro e 1945. An istorourien n'int ket deuet a-benn betek-henn da c'houzout an niver a dud lazhet. Al Lez-varn milourel etrebroadel evit ar Reter-Pellañ e Tokyo a istime e 1946 e oa bet ouzhpenn 200 000 Sinaad lazhet e-pad an darvoud. Evit gouarnamant Sina e voe lazhet 300 000 den, hervez ar pezh a voe embannet gant Lez-varn torfedoù-brezel Nanjing e 1947. Hervez Istourien japanat e vefe bet etre 40 000 ha 200 000 den lazhet. Abaoe ar bloavezhioù 1980 ez eus tabut bras e-touez an istorourien a-fet an niver a dud lazhet.

Ur skoilh eo chomet an darvoud-se en darempredoù etre Sina ha Japan betek an deiz-a-hiziv. Diouzh un tu, gouarnamant Sina a vez tamallet dezhañ c'hwezhañ ar sifroù gwirion gant kalz Japaniz. Diouzh un tu all e vez nac'herien ha broadelourien Japan o vont betek embann ez eo un darvoud ijinet gant Sina evit ar propaganda.

Ur pennad a-zivout ar "Gevezadenn evit lazhañ 100 den gant ur c'hleze" embannet en Tokyo Nichi Nichi Shimbun. An titl a embann, "Rekord ampart' (e-pad ar gevezadenn da zibennañ 100 den) – Mukai 106–105 Noda – an daou anezho eil letananted"[2].

Anvet eo ar priñs Asaka komandant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar priñs Yasuhiko Asaka e 1940.

En un notenn eus ar Palez, Hirohito a zisklêr n'eo ket mat emzalc'h ar priñs Asaka Yasuhiko, ezel eus tiegezh an impalaer hag eontr Hirohito. Urzh a ro dezhañ da vont da Nankin da vezañ pardonet[3].

D'ar 5 a viz Kerzu, Asaka a guita Tokyo dre garr-nij hag erruout a ra war an talbenn tri devezh goude. Kejañ a ra gant komandanted ar rannoù-arme, al letananted-jeneral Kesago Nakajima ha Heisuke Yanagawa, a ro da choût dezhañ ez eo hogos kelc'hiet gant ar soudarded japanat an 300 000 den eus bagadoù arme Bro-Sina e-kichen Nanjing hag e soñjont ez eo prest Sinaiz d'en em rentañ hervez an atroperezh kentañ[4].

Roet en defe ar priñs Asaka an urzh da "lazhañ holl ar brizonidi", abalamour d'an torfedoù sevenet a-raok ha goude an emgann[5]. Darn eus an istorourien a soñj e vefe bet sinet gant ar priñs Asaka an urzh roet d'ar soudarded e Nanjing da lazhañ "holl ar brizonidi"[6]. Hervez lod all e vefe bet kaset gant al letanant-koronal Isamu Chō, eil-a-gamp ar priñs Asaka, gant sinadur ar priñs, hep ma oufe hemañ pe ma vefe aprouet gantañ[7]. Koulskoude, memes pa vije bet kemeret an diviz-se gant Chō e-unan, ne oa ket roet an urzh da baouez gant al lazhadeg gant ar priñs Asaka a oa an den e karg en un doare ofisiel. Pa zegouezh ar jeneral Matsui e kêr pevar devezh goude deroù al lazhadeg e ro urzhioù strizh da lakaat al lazhadeg da baouez(Daveoù a vank).

Rendael zo diwar-benn kiriegezh ar priñs Asaka el lazhadeg met tamall a reer kiriegezh al lazhadegoù hag an torfedoù kaset da benn e-pad aloubadeg Sina ouzh an impalaer Hirohito a aprouas kinnig an Arme impalaerel da chom hep doujañ al lezennoù etrebroadel war dalc'h ar brizonidi evit ar soudarded sinaat, d'ar 5 a viz Eost 1937[8].

Al lazhadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez testeni Kornôgiz ha Sinaiz bet e Nanjing, e-doug ar c'hwec'h sizhun goude kemeridigezh kêr, e sevenas soudarded Bro-Japan palforsioù, muntroù, laeroñsioù, tangwalloù ha torfedoù brezel all. Lod eus an testenioù-se a zeu eus an estrenien o doa choazet chom e kêr da wareziñ ar siviled sinaat, skridoù John Rabe ha re an Amerikanez Minnie Vautrin dreist-holl. Danevelloù all zo eñvorennoù tud chomet bev war-lerc'h al lazhadeg, skridoù kazetennerien (Kornôgiz ha Japaniz), met ivez deizlevrioù soudarded. Dont a reas ar misioner amerikan John Magee a-benn da sevel ur film e 16 mm ha kentañ poltredoù al lazhadeg.

Ur strollad divroidi estren renet gant John Rabe a sav ur bodad etrebroadel ennañ 15 den d'an 22 a viz du hag a sav kartenn Takad surentez Nanjing da wareziñ ar siviled e-barzh kêr. Dastum a reas Rabe hag ar misioner amerikan Lewis S. C. Smythe, sekretour ar Bodad etrebroadel ha kelenner war ar sokiologiezh e skol-veur Nanjing, torfedoù soudarded Japan ha sevel klemm e kannati Impalaeriezh Bro-Japan.

Palforserezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Poltred tennet e Xuzhou, warnañ korf ur vaouez disakret er memes doare hag an hini deskrivet e pempvet kaz film John Magee.
Pempvet kaz film John Magee : d'an 13 a viz Kerzu 1937, war-dro 30 soudard japanat a vuntr 9 eus 11 annezad an ti Nnn 5 e Xinlukou. Gwallet eo ur vaouez hag he div grennardez ha Japaniz a sank ur voutailh e penn ur vazh en o forzh. Kountellet eo ur verc'hig eizh vloaz met chom a ra bev gant he c'hoar. Adkavet int bev div sizhunvezh diwezhatoc'h goude muntr ar vaouez gozh a weler war ar poltred. Gallout a reer gwelet ivez korf ar verzherien war ar poltred[9],[10].

Al Lez-varn milourel etrebroadel evit ar Reter-Pellañ he deus istimet e oa bet gwallet war-dro 20 000 plac'h, en o zouez merc'hedouigoù ha maouezed kozh. Skol-veur Yalea lavar e voe ouzhpenn 80 000 maouez gwallet[11][12] . Antreal a rae ar soudarded en tier en un doare sistematek, ha tennañ ar maouezed er-maez evit o gwallañ a-stroll[13]. Ur wezh gwallet e vezent lazhet, a-daolioù baionetez alies, a-wezhioù goude bezañ bet muturniet[14], pe bezañ gouzañvet jestroù barbar, evel ar re a oa adkavet gant pep a vazh bambouz hir[15] pe traezoù all sanket en o forzh.

D'an 19 a viz Kerzu 1937 e skrive ar James M. McCallum en e zeizlevr :

N'ouzon ket pezavare e paouezo. Morse ne'm eus klevet pe lennet anv eus kement a gruelded. Palforserezh ! Palforserezh ! Palforserezh ! Istim a reomp ez eus war-dro 1000 d'an nebeutañ bep noz ha kalz diouzh an deiz. Pa vez an disterañ eneberezh pe kement tra a denn ouzh rebecherezh, un taol baionetez pe ur bolod… Histerek eo an dud… Kaset e vez ar maouezed bep beure, kreisteiz ha noz. Evit doare ez eo dieub holl an arme japanat da vont ha da zont ha d'ober pezh a gar.

Hua-ling Hu, American Goddess at the Rape of Nanking: The Courage of Minnie Vautrin, 2000, p. 97.


D'ar 7 a viz Meurzh 1938, Robert O. Wilson, ur surjian eus an hospital amerikan en Takad surentez a skriv en ul lizher d'e familh : "un istimadur evezhiek eus an niver a dud diskaret difrom-kaer aa dizh war-dro 100 000, en zouez evel-just ar miliadoù a soudarded o doa dilezet o armoù[16].

Setu amañ div arroudenn tennet eus lizheroù eus ar 15 hag an 18 a viz Kerzu 1937 d'e diegezh :

Spouronus est al lazhadeg siviled. Gallout a rafen skrivañ pajennoù kazioù palforserezh ha kruelded hogos digredus. Daou zen baionetezetaet eo an holl zo chomet bev eus ur strollad seizh skuber a oa azezet war o c'hador pa oa degouezehet soudarded Bro-Japan o deus lazhet pemp anezhe ha gloazet an daou zo deuet a-benn da gavout hent an hospital.


Lezit-me kontañ darvoudoù zo c'hoarvezet an daou zevezh diwezhañ. En noz tremen e oa distrujet ti unan eus implijid sinaat ar skol-veur ha div vaouez a oa kar dezhañ zo bet gwallet. Div verc'h, dezho war-dro 16 vloaz zo bet gwallet betek ar marv en ur c'hamp repuidi. Er skol-veur m'emañ 8000 den eo deut Japaniz dek gwezh e-pad an noz, en ur bignat dreist ar voger, da laerezh boued, dilhad ha da wallañ hervez o flijadur. Darc'haouet o deus pemp taol baionetez d'ur paotrig eizh vloaz, unan anezhe er stomog, aet ul lodenn eus e omentum er-maez e gof. Chom a ray bev a gav din.

Kaiyuan Zhang, Eyewitness to Massacre: American Missionaries Bear Witness to Japanese Atrocities in Nanjing, M. E. Sharpe, 2001.


En deizlevr a zalc'h e-pad an arsailh ha dalc'hidigezh kêr gant ar Japaned, John Rabe a rent kont eus euzhadennoù ar Japaniz. Evel-se d'ar c'hentañ e skriv :

Daou soudard japanat zo pignet dreist moger ar jardin hag a oa war-nes dont-tre en hon ti. Pa'm eus gwelet anezhe eo fellet dezhe reiñ da grediñ o doa gwelet soudarded sinaat tremen dreist ar voger. Pa'm eus diskouezet dezhe ma arouez eus ar strollad ez int aet kuit war o giz, dre ar memes hent. En unan eus an tier eus ar straed strizh a dremen a-dreñv moger ma jardin ez eus bet gwallet ur vaouez a zo bet gloazet da-c'houde en he gouzoug gant un taol baionetez. deut on a-benn da gavout un ambulañs da gas anezhi da ospital Kulou… En noz tremen o deus disklêriet hogos 1000 maouez ha plac'h bezañ bet gwallet, en o zouez ur c'hant bennak e skolaj merc'hed Ginling. Ne glever anv nemet a balforsadurioù. Pa fell d'ar priedoù pe d'ar breudeur mirout ouzh ar palforsadur ez int diskaret. Kement a glevit hag a welit n'eo nemet kruelded ha loeniaj soudarded Bro-Japan.

Woods, 1998, p. 77.


Testenioù zo eus soudarded japanat a redie an tiegezhioù da seveniñ oberoù gwadorged[17]. Rediet e oa ar vibien da wallañ ar mammoù hag an tadoù da wallañ o merc'hed. Gwallet ez eus bet ur vaouez dougerez gant meur a Japanad ha gwilioudet he deus un nebeud eurvezhioù goude. Evit doare e oa yac'h ha divac'hagn ar bugel[18]. Menec'h ivez a oa rediet da wallañ merc'hed.

Lazhadegoù siviled[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Paotr lazhet gant Japaniz a-daolioù troad fuzuilh, abalamour ma n'en doa ket tennet e dog.

D'an 13 a viz Kerzu 1937 e skriv Rabe en e zeizlevr :

N'eo nemet pa dremener dre gêr e komprener amplded an distrujoù. Kavout a reomp kelanoù pep 100 pe 200 metr. Korfoù ar siviled on chomet da gompren enne o doa toulloù bolodoù en o c'hein. O tec'het e oa an dud-se moarvat ha lazjet int bet dre dreñv. Kerzhout a ra Japaniz a-dreuz kêr a-strolladoù dek pe ugent soudard ha preizhañ ar stalioù (…). Gwelet em eus anezhe gant ma daoulagad rak preizhet o deus tavarn hor bouloñjer alaman Herr Kiessling. Drastet eo bet leti Hempel, evel kement stal zo e straedoù Chung Chang ha Taiping.

Woods, 1998, p. 67.


D'an 10 a viz C'hwevrer 1938, sekretour legati kannati Alamagn, Rosen, a skriv d'e vinistrerezh an aferioù estren diwar-benn ur film troet e miz Kerzu gant John Magee hag a ro ali da brenañ anezhañ. Setu amañ un arroudenn eus e lizher hag a zeskriv poltredoù zo. Emañ al lizher e dielloù politikel Ministrrezh an aferioù estren e Berlin.

E-pad ren ar spont japanat e Nankin – hag a gendalc'h forzh penaos hiziv d'ur feur digredus – John Magee, ezel eus mision an Iliz eskobel amerikan zo amañ abaoe hogos pemp bloaz warn-ugent, en deus filmet skeudennoù zo un testeni fraezh eus an euzhadennoù kaset da benn gant Japaniz… Emaomp bremañ o vont da c'hortoz ha gwelet ma teuio ofiserien uhel Bro-Japan a-benn, evel m'o deus prometet, da herzel gwalloberoù o soudarded, a gendalc'h c'hoazh hiziv.

Woods, 1998, p. 187


D'an 13 a viz Kerzu, war-dro 30 soudard zo deuet da di Sinaiz, 5 straed Hsing Lu Koo, e karter gevred Nanjing hag o deus goulennet digor. Digoret e oa an nor gant ar perc'henn, ur musulmad anvet Ha. Lazhet o deus anezhañ diouzhtu gant un taol revolver hag ar wreg Ha ivez, a oa aet war bennoù he daoulin dirazo goude marv he fried, da aspediñ anezhe da chom hep lazhañ den ebet. Goulennet he doa ar wreg perak o doa lazhet he gwaz ha diskaret o deus anezhi. Stlejet eo bet ar wreg Hsia a-zindan an daol e sal an ostizien el lec'h m'he doa klasket kuzhat gant he babig bloaz. Goude bezañ bet diwisket ha gwallet gant un den pe muioc'h, he deus paket un taol baionetez er brennid ha sanket ez eus bet ur voutailh en he forzh goude. Lazhet eo bet ar c'hrouadur a-daolioù baionetez. Darn eus ar soudarded zo aet goude er pezh e-kichen, ma oa tud ar wreg Hsia, dezho 76 ha 74 vloaz, hag he div verc'h 16 ha 14 vloaz. Klasket he deus ar vamm-gozh gwareziñ an div blac'h diouzh ar soudarded. Lazhet eo bet gant un tenn revolver. Kemeret en deus an tad-kozh korf e wreg en e zivrec'h ha lazhet eo bet. Diwisket eo bet an daou blac'h goude, gwallet eo bet an hini henañ gant 2 pe 3 gwaz hag an hini yaouankañ gant tri den. Kontellet eo bet ar plac'h koshañ ha sanket ez eus bet ur vazh en he forzh. Tapet he deus an hini yaouankañ taolioù baionetez met espernet eo bet dezhi lod spouronus he mamm hag he c'hoar. Taolioù baionetez zo bet roet war-lerc'h d'ur choar all dezhi 7-8 vloaz a oa ivez er pezh. Muntroù diwezhañ an ti-se eo re daou vugel an Haed, dezho 4 ha 2 vloaz. Lazhet eo bet an hini koshañ gant ur vaionetez hag ar yaouankañ gant ur c'hleze.

Woods, 1998, p.281

.


Muntret e veze ar maouezed dougerez a-daolioù baionetez en o c'hof, goude bezañ bet gwallet a-wezhioù. Tang Junshan, test eus unan eus lazhadegoù kaset da benn gant arme Bro-Japan a lavar ar pezh en deus gwelet :

Seizhved ha diwezhañ den ar renkennad a oa ur vaouez dougerez. Kavout a rae d'ar soudard e oa koulz gwallañ anezhi a-raok he lazhañ, neuze e tennas anezhi eus ar strollad da vont d' ul lec'h un dek metr ac'hano. E-keit ha ma o klask gwallañ anezhi e harzas ar vaouez gant nerzh … Hag ar soudard da vountañ e vaionetez en he c'horf. Leuskel a reas un taol-kri pa zeuas he bouzelloù er-maez. Goude, ar soudard a gountellas ar grouell, anat kordenn e vegel da welet hag a daolas anezhi a-gostez.

Celia Yang, "The Memorial Hall for the Victims of the Nanjing Massacre: Rhetoric in the Face of Tragedy"[19], 2006.


Hervez Sho Mitani, veteran eus ar morlu : "Implijout a rae an arme un taol trompilh a dalveze "Lazhit holl Sinaiz a dec'h"[20]. Miliadoù zo bet kaset ha lazhet en un toull anvet "Fozell an dek mil korf", ur c'hlaz dezhañ 300 m. hider ha 5 m led. Daoust ma n'eus bet dalc'h kont ebet anezhe, istimadurioù an niver a dud douaret er c'hlaz-se a ya eus 4000 betek 20 000 den. Koulskoude e soñj ar pep brasañ eus an enklaskerien hag an istourien ez eus bet muioc'h evit 12 000[21].

Lazhadeg eneplezenn ar brizonidi brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prizoniad brezel sinaat dibennet gant un ofiser japanat gant ur sabrenn e-pad lazhadeg Nanjing.

D'ar 6 a viz Eost 1937, e aprouas ministrerezh an arme ur c'hinnig a-berzh e arme da lemel ar redioù roet gant al lezennoù etrebroadel war an doare d'ober war-dro ar brizonidi sinaat. Aliañ a raed ivez an ofiserien da baouez d'ober gant ar ger "Prizoniad brezel"[22].

Kerkent ha ma kouezhas kêr e krogas ar Japaned da glask ar soudarded e-touez ar miliadoù a wazed yaouank paket gante. Kalz anezhe a oa degaset e-kichen ar Yangtze, ha lazhet gant mindrailherezoù. Ar pezh a seblant bezañ ar brasañ lazhadeg a soudarded sinaat a oa kaset da benn war glannoù ar stêr d'an 18 a viz Kerzu. Tremen a reas soudarded Bro-Japan ar pep brasañ eus ar beurevezh o stagañ daouarn ar brizonidi asambles ha da noz e rannjont anezhe e peder linenn a-raok tennañ warne. Divarrek da dec'het, ar brizonidi ne c'hallent ober nemet youc'hal ha kouezhañ. Tennañ a reas ar mindrailherezoù e-pad un eurvezh. Peurlazhet e oa ar soudarded unan-hag-unan a-daolioù baionetez. Taolet e oa kalz korfoù er stêr Yangtze da-c'houde. Istim a reer e oa lazhet war-dro 57 500 prizoniad brezel eno.

1300 soudard ha sivil a oa bodet e-kichen an nor Taiping ha lazhet. Lakaet e oant da darzhañ gant minoù, ha goude e oa saotret tireoul warne a-raok o deviñ. An nebeud re chomet bev a oa lazhet a-daolioù baionetez[23].

F. Tillman Durdin hag Archibald Steele, daou gazetenner amerikan, o deus gwelet korfoù soudarded sinaat berniet war hogos daou vetr uhelder e-kichenn Dor Yijiang en norzh. Durdin, a labour evit an New York Times a ra un droiad e kêr a-raok kuitaat anezhi. Klevet a ra tennoù mindrailherezioù ha gwelet souarded japanat o lazhañ hogos 200 Sinaad e dek munut. Daou zevezh diwezhatoc'h, en e bennad en New York Times, e tisklêr ez eo leun a stradoù a gorfoù siviled, en o zouez maouezed ha bugale[24].

Hervez testeni ar misioner Ralph L. Phillips eus bodad enklask l'assemblée d'état des États-Unis e oa rediet da sellet e-keit ha ma oa digroc'henet ur soudard sinaat ha ma fritet e galon hag e avu hag e tebred anezhe[25].

Laeronsioù ha tangwalloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distrujet e oa un drederenn eus kêr gant tangwalloù plantet a-ratozh. Hervez testenioù zo, soudarded Bro-Japan a c'hwezh an tan e savadurioù nevez savet ar gouarnamant, met ivez e tier kalz siviled. Distrujet e oa ar bras eus ar vro er-maez mogerioù kêr. Preizhañ a ra ar soudarded paourien koulz ha pinvideien. An diouer a eneberezh eus ar soudarded hag ar siviled e Nanjing a dalvez evit ar soudarded japanat ez int frank da breizhañ pinvidigezhioù kêr[26].

Abegoù al lazhadeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eus displegadenn anat ebet evit an darvoud spontus-mañ. Soudarded Bro-Japan, esper gante da gaout un trec'h aes, o deus stourmet e-pad mizioù war ar c'hontrol hag o deus betmuioc'h a golloù evit na soñjet kaout. Faezh e oant, droug enne, frustret ha skuizh. Dizifenn e oa ar Sinadezed, ezvezant pe dic'halloud e oa ar wazed. Ar brezel, daoust ma ne oa ket disklêriet, n'he doa pal gwall resis ebet. Marteze e seblante e oa merket holl Sinaiz, forzh peseurt oad pe jener o defe, evel preizhoù.

Jonathan D. Spence, The Search for Modern China, W.W. Norton and Company, 1999, p. 424. (ISBN 0-393-97351-4).



Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Iris Chang, The Rape of Nanking, p. 6.
  2. War and reconciliation: a tale of two countries. The Japan Times Online. Kavet : 2011-03-06.
  3. Patrom:Ouvrage.
  4. =David Bergamini, Japan's Imperial Conspiracy, p. 24.
  5. Chen, World War II Database.
  6. David Bergamini, Japan's imperial Conspiracy, 1971, p. 24.
  7. Iris Chang, The Rape of Nanking, 1997, p. 40.
  8. Akira Fujiwara, Nitchû Sensô ni Okeru Horyo Gyakusatsu, Kikan Sensô Sekinin Kenkyû 9, 1995, p. 22.
  9. John G. Gagee, Case 9, Film 4, Folder 7, Box 263, Record Group 8, Special Collection, Yale Divinity School Library, cité dans Suping Lu, They were in Nanjing: the Nanjing Massacre witnessed by American and British nationals. Hong Kong University Press, 2004.
  10. Patrom:Ouvrage.
  11. "Nanking Massacre". Yale University. 1997
  12. Paragraph 2, p. 1012, Judgment International Military Tribunal for the Far East
  13. Japanese Imperialism and the Massacre in Nanjing : Chapter X : Widespread Incidents of Rape, Museums.cnd.org, 2011.
  14. « A Debt of Blood: An Eyewitness Account of the Barbarous Acts of the Japanese Invaders in Nanjing », 7 février 1938, Dagong Daily, Wuhan edition Museums.cnd.org.
  15. Military Commission of the Kuomintang, Political Department: « A True Record of the Atrocities Committed by the Invading Japanese Army », juillet 1938 Museums.cnd.org.
  16. Documents on the Rape of Nanking, p. 254.
  17. Iris Chang, The Rape of Nanking, Penguin Books, 1997, p. 95.
  18. Robert B. Edgerton, Warriors of the Rising Sun.
  19. « The Memorial Hall for the Victims of the Nanjing Massacre: Rhetoric in the Face of Tragedy »
  20. « Japan's Last Vets of Nanking Massacre open up », News! Yahoo.
  21. PDF Celia Yang, « The Memorial Hall for the Victims of the Nanking Massacre: Rhetoric in the Face of Tragedy », 2006 ; extrait de James Yin, The Rape of Nanking: An Undeniable History in Photographs, Chicago, Innovative Publishing Group, 1996, p. 103.
  22. Akira Fujiwara Nitchû Sensô ni Okeru Horyotoshido Gyakusatsu Kikan Sensô Sekinin Kenkyû, levrenn 9, p. 22, 1995.
  23. Patrom:Article.
  24. Hua-ling Hu, American Goddess at the Rape of Nanking: The Courage of Minnie Vautrin, 2000, p. 77.
  25. CBI Roundup, 16 décembre 1943, Rape of Nanking described by Missionary, cbi-theater-1.home.comcast.net.
  26. Iris Chang, The Rape of Nanking, Penguin Books, 1997, p. 162.
  27. Joseph Chapel, Denial of the Holocaust and the Rape of Nanking; 2004.