Jules Brunet

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jules Brunet

Jules Brunet, ganet e 1838 e Belfort (Bro-C'hall) ha marvet d'an 12 a viz Eost 1911, a oa kabiten el lu gall. Kaset eo bet evel gourdoner da vro Japan. E gefridi a oa neuze deskiñ d'ar soudarded japanat penaos implij ar c'hanolioù. Kement-mañ a-benn modernaat lu ar Shogun Yoshinobu Tokugawa e fin an 19vet kantved e-kerzh adsavidigezh Meiji (1868).

Evel Nathan Algren, haroz ar film gant Edward Zwick, e stourmas Brunet a-enep lu an Impalaer e-pad ar brezel diabarzh. Ar film a chom gwirion a-walc'h rak Brunet ne varvas ket e-pad ar mare drastus-se ha dreist-holl goude marv an holl d'eus e "skolidi", Samourai anezho.

Dianav pe dost e Bro-C'hall, Brunet a zo bet un dudenn dreistordinal : soudard, graet politeknik gantañ met arzour a zoare (livour) war ar memes tro.

A-raok bezañ kaset da vro Japan en doa kemeret perzh e brezel Mec'hiko gant soudarded Maksimilian. Anvet da gabiten e 1867, pa ne oa ket 30 vloaz anezhañ c'hoazh, choazet eo da gelenner 'vit soudarded lu bro Japan. Gant urzh ar Shogun, savet z'eus bet 7 rejimant a-fed troadegiezh, ur strollad marc'hegerien brezel ha 4 strollad kanolerien, en holl 10.000 a dud. Ar Saozon hag an Amerikaned a roio harp d'ar re enep gall en ur gelenn lu an Impalaer Meiji.

Pa vezo trec'het ar Shogun Tokugawa ha pa rento ar galloud d'an Impalaer fin 1867, kefridi ar c'hallaoued a vezo kaset da get. En un doare ofisiel, bro c'hall na gemer ket perzh ebet ken er brezel diabarzh. Lod d'eus ar strollad kelennerien brezel anezho a choaz da chom gant o skolidi, evit reiñ harp da lu ar "bakugun", ar re Samourai diwezhañ o vezañ leal d'ar Shogun Talvezout a ra ez int dizertourien d'eus al lu gall, Brunet a skriv neuze d'an Impalaer gall Napoleon III evit displegañ e choaz: " Choazet da vervel pe da genderc'hel da reiñ harp d'an interestoù gall er vro-mañ". Ur gorventenn a drec'ho vit ul lodenn vras anezho, ar re leal d'an ez-shogun e fin 1868. Kaset ez eo d'ar strad bigi al lu. Brunet a dec'h e Hakodate, war enezenn Ezo, gant amiral ar vorlu brezel Takeaki Enomoto hag un nebeut gallaoued. Eno, Enomoto a zo anvet da brezidant republik dieub Ezo. Na bado nemet 6 miz ar republik. Nerzh enebiñ ar re Samourai d'an Impalaer a vez o vont da get gant ar bloavezh 1869. Troadegiezh an Impalaer a zilestr e Hakodate. Bombezennet adal ar mor hag an douar, riset eo enebourien an urzh nevez. Kuzhet en ul lec'h-kreñv doare Vauban, an 800 Samourai diwezhañ a vez rediet da baouez an emgann d'an 30 a viz even.

Brunet n'eo ket chomet da c'hortoz trec'h lu an Impalaer, tec'het eo gant ur vag gall. Ar gouarnamant nevez a c'houlenn e vije bac'het, met goude un toullad taolioù-dreist setu Brunet distro e bro c'hall. Barnet kondaonet ez eo evel dizertour met en un doare sioul. Kuitaat a ra al lu gall e fin 1869. Kemer a raio perzh en-dro e brezel 1870, prizoniet e vezo gant ar Brusianed e Metz. Kemer a ra perzh e emgann ar C'humun. Kuitaat a ra al lu Gall evit ar wech diwezhañ gant al live a jeneral.

" Ar Japaniz a anavez Brunet, gouzout a reont ez eus bet un nebeut gallaoued e Hakodate, ez eus bet roet gant ar frañs e harp d'ar Shogun diwezhañ", a lar Kristian Polak ur gall o chom e bro Japan.

Flag of Japan.svg Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.