Emsavadeg ar Vokserien

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bokserien e Tianjin

Emsavadeg ar Vokserien, a oa un emsavadeg a oa kaset en-dro gant izili eus ur gevredigezh sinat anvet « Yi he tuan » (Milis ar Justis hag ar Gengarantez), pe « Yi-ho k'iuan » (Meilhoù-dorn ar Justis hag ar Gengarantez) a oa a-enep levezon ar broioù estren war tachennoù ar c'henwerzh, ar politikerezh, ar relijion hag an deknologiezh. Padout a reas an emsavadeg eus miz Du 1899 betek ar 7 a viz Gwengolo 1901, e-doug bloavezhioù diwezhañ ren ar Manchoued e Sina, dindan ren an dierniezh Qing .

Anvet e veze izili ar gevredigezh "Bokserien" gant Kornôgiz abalamour ma embregent d'an arzhoù gour ha d'an "arzoù kalistenek". Loc'hañ a reas an emsavadeg, harpet gant kouerien dreist-holl, e norzh Sina. Embann a rae mennozhioù enepestrañjour hag enepimpalaerelour. Tagañ a rejont estrenien a oa o sevel hentoù-houarn abalamour ma torrent reolennoù ar Feng shui, hag ar Gristenien a veze tamallet oute aotroniezh ar broadoù estren e Sina. E miz Even 1900 e oa aloubet Beijing gant ar Vokserien a lazhas 230 den estren. Kristenien sinat a oa lazhet ivez, er Shandong hag er Shanxi dreist-holl.

Gouarnamant an impalaerez trederannerez Cixi a lezas ober ha ar gannaded, ar siviled estren, soudarded hag un nebeud kristenien sinat a a rankas souchañ e karter ar c'hannadtiez (legationoù) e lec'h ma taljont ouzh an emsavadeg e-doug 55 devezh. Neuze e tegouezhas un nerzh liesbroadel, enni 20000 soudard, da sikour anezhe. Rediet e oa gouarnamant Sina da zigoll ar re o doa gouzañvet diwar an emsavadeg ha da asantiñ da c'houlennoù ar broadoù estren. Adreizhadennoù graet da-heul emsavadeg ar Vokserien a zegasas evit lod diwezh an dierniezh Qing ha diazezidigezh Republik Sina.