Sun Yat-sen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Sun eo an anv-familh.
Sun Yat-sen

Sun Yat-sen (Sūn Yixiān e pinyin ; ganet d'an 12 a viz Du 1866; marvet d'an 12 a viz Meurzh 1925) a oa un dispac'hour ha politikour sinat. Dre ma oa e-touez ar re vrudetañ e Sina vroadelour ez eo anavezet evel Tad Bro Republik Sina. Roll Sun a voe a-bouez evit diskar an dierniezh Qing, an dierniezh diwezhañ e Sina, adalek miz Here 1911. Kentañ prezidant da-c'hortoz Republik Sina e voe, pa voe savet e 1912. Kensevel a reas diwezhatoc'h ar c'hKuomintang (KMT) ma voe e rener kentañ. Un den unvaner e oa Sun e Sina war-lerc'h an Impalaeriezh, ha n'eus nemetañ e-touez politikourien Sina an 20vet kantved a zo ken priziet e daou du strizh-mor Taiwan.

Daoust ma vez sellet outañ evel unan eus renerien veur Sina a-vremañ e voe ret dezhañ stourm diehan ha divroañ e-pad e vuhez politikel. Da heul trec'h an dispac'h ez eas buan e-maez ar galloud ha ren a reas meur a ouarnamant dispac'hour a-enep ar vac'htierned a reolie ul lodenn vras eus ar vro. Ne vevas ket Sun pell a-walc'h evit gwelout e strollad o kreñvaat er vro. Goude ma voe marvet e tisrannas e strollad, en doa graet ur c'henemglev bresk gant ar gomunourien, e daou. Hêrezh vrasañ Sun a zo e brederouriezh politikel, anvet "Teir bennaenn ar Bobl": broadelouriezh, demokratelezh, ha padusted ar bobl.