Yann-Fañch Kemener

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Yann-Fañch kemener

Yann-Fañch Kemener zo unan eus gwellañ kanerien hengounel a Vreizh. Kemeret en doa perzh e nevezadur ar c'han ha diskan er bloavezhioù 1970 ha 1980, gant e gomper Erik Marchand dreist-holl. Harpet en deus treuzkas ar c'han hengounel hag ar brezhoneg dre e obererezh kaner met ivez o tastum hag o vrudañ hengoun dre gomz ar vro ma oa bet ganet.

Buhez[kemmañ]

Ganet e voe Yann-Fañch Kemener e Gwezh an div roz, e Sant-Trifin, e kalon ar Vro-Plin d'ar 7 a viz Ebrel 1957 en un tiegezh kanerien ha dañserien vat[1]. Jean-François Quéméner eo e anv e galleg. Brezhoneger a-vihan eo.

Pa oa bugel e plije dezhañ kenañ ar festoù-noz aozet gant an "amicale laïque" evel an abadennoù sinema ral a veze eno. En em gavout a ra eno gant e gamaladed skol met ivez gant izili eus e familh, deuet eus pell. Alberzh Bolloré e oa anv an den a gase an traoù en-dro d'ar c'houlz-se. Reiñ a reas da Yann-Fañch Kemener an dro da ganañ war al leurenn evit ar wezh kentañ. Da drizek vloaz, atizet gant levezon Mae 1968 hag an dedenn nevez evit ar festoù-noz e klask Yann-Fañch Kemener kanañ dirak an dud. Kelennet eo gant Alberzh Bolloré hag e vamm. Kregiñ a reas da ganañ kan-ha-diskan gant Rémi Olivier, mab Aogust Olivier, unan eus krouerien ar strollad "Tro Blavez". Hemañ a roas ar c'hentelioù kentañ hag a zeskas dezhe kanaouennoù ha tonioù[2].

Buan e klaskas Yann-Fañch Kemener anavezout muioc'h a ganaouennoù. Alberzh Bolloré a alias anezhañ da vont da welet kanerien gozh evel Yann Poder ha Yann-Vari Youdec eus Plonevez-Kintin. An hini kentañ a blij dezhañ kalz ar c'han a-boz hag an tonioù a implije, bev-kenañ c'hoazh en tolead. Lakaat a ra kalon Yann-Fañch yaouank da dommañ ouzh ar muzik-se hag ennezh a grog da zastum ar pezh a glev.

Anaoudegezh a ra gant Eric Marchand a zeuas da vezañ e gomper e-pad meur a vloaz. E galabousenn gantañ war e benn e oa deut da Vreizh evit dastum kanaouennoù ha tonioù. Eujen Grenel, ur c'henderv da Yann-Fañch Kemener, a lavaras dezhañ e oa gouest Yann-Fañch Kemener da skoazell anezhañ war an dachenn-se. Disklêriañ a ra Yann-Fañch Kemener : "lakat a reas ac'hanon da zizoleiñ ar c'han a oan o klask"[3]. En e gerz emañ enrolladennoù kozh eus an Itron Bertrand, eus Kaniuhel, a zeue eus dastummadenn Claudine Mazeas. Pourchaset e oant bet dezhañ gant Pêr Guilleux a zaremprede ar c'helc'hioù keltiek ha keveredigezhioù breizhek Pariz d'ar c'houlz-se. Dre hanterouriezh Eric Marchand e ra anaoudegezh gant ar gevredigezh Dastum zo o paouez bezañ krouet.

Kemer a ra perzh Yann-Fañch Kemener e "Kan ar Bobl" 1975, ar pezh a ro tu dezhañ gant ar ganaouenn "Ar miliner" da reiñ ar seur kanaouennoù a-boz-se da anavout. Berzh a ra diouzhtu hag eñ yaouank-flamm (N'eo ket ugent vloaz c'hoazh). Bras eo ar c'hemm etre ar seurt kanaouennoù hag "Ar vatezh vihan" pe "Kousk Breizh Izel", kanaouennoù nevesoc'h ha goularoc'h. Kregiñ a reas muioc'h a dud kozh da ganañ ar pezh a ouient a-drugarez d'ar berzh-se. Ne oa ken dastum d'ober...

Evel kalz kanerien ha sonerien eus ar rummad-se e kemer perzh e bleuñvadeg sevenadurel ar bloavezhioù 1970. Kemer a ra perzh a-hed ar bloavezhioù-se e galaioù niverus evit tiegezhioù ar brizonidi bolitikel, evit kevredigezhioù enep an energiezh nukleel, kengorioù harz-labour ha dreist-holl evit Diwan.

Kanet en deus e strolladoù niverus : gant ar strollad Barzaz, gant Dan Ar Braz, Didier Squiban, Alain Genty, Aldo Ripoche, Anne Auffret ...

Abaoe un nebeud bloavezhioù en em ouestl Yann-Fañch Kemener d'ar sonadegoù kan ha d'ar pladennoù hag ur ral eo gwelet anezhañ kanañ er festoù-noz.

D'ar 26 a viz Gwengolo 2009 en deus resevet Yann-Fañch Kemener Urzh an Erminig[4].

Pladennoù[kemmañ]

  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne I, Kan ha Diskan ha gwerzioù, Arion, 1977, ARN34386.
  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne II, gwerz ha Kan ha Diskan, Arion, 1978.
  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne III, gwerz ha Kan ha Diskan, Arion, 1982.
  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne IV, gwerzioù gant Anne Auffret, Arion, 1983.
  • Gwerzioù ha Sonioù, kan a cappela, Iguane Productions, Coop Breizh, 1988, YFK01.
  • Ec'honder, gant ar strollad Barzaz, Excalibur, Coop Breizh, 1989, CD828.
  • Kanoù kalon-Vreizh, Chants Profonds de Bretagne I, Arion, 1977, ARN64167.
  • An Den Kozh Dall, Gant ar strollad Barzaz, Keltia Musique, 1992, KMCD29.
  • Roue Gralon Ni Ho Salud, gwerzioù gant Anne Auffret, Keltia Music, 1993, KMCD42
  • Enez Eusa, gant Didier Squiban, L'Oz Productions, Coop Breizh, 1995, L'Oz02.
  • Île-Exil, gant Didier Squiban, L'Oz Productions, Coop Breizh, 1995, L'Oz11.
  • Karnag / Pierre Lumière, gant Didier Squiban, Kristen Noguès, Jean-Louis Le Vallégant, François Daniel, Jean Chevalier, Excalibur, Coop Breizh, 1996, CD867.
  • Carnets de Route, Dastumadeg, YFK, Coop Breizh, 1996, CBCD002-003.
  • Kan Ha Diskan, gant Valentine Colleter, Erik Marchand, Marcel Guilloux, Annie Ebrel, Claudine Floc'hig, Patrick Marie, Ifig Troadeg, Siam Productionss, Coop Breizh, 1997, CD445.
  • Kimiad, gant Didier Squiban, L'Oz Productions, Coop Breizh, 1998, CD4013885.
  • Dibedibedañchaou, Rimadelloù evit ar vugale, Dastum, D-137, 1999
  • An Eur Glaz, gant Aldo Ripoche, Kemener-Ripoche, YFK/AR/1, 2000
  • An Dorn, gant Aldo Ripoche, Buda Musique - Universal, 301697.1, 2004
  • Dialogues gant Aldo Ripoche ha Florence Pavie, Universal, 2006
  • Si je savais voler, chants de Bretagne et d'Occitanie, gant Laurent Audemard, François Fava ha Renat Sette, Buda Musique, 2010

Levrlennadur[kemmañ]

  • Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, Skol Vreizh, Montroulez, 1996

Notennoù[kemmañ]

  1. Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, p. 9
  2. Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, p. 15
  3. Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener, p. 16
  4. Ouest France an 12-13 a viz Gwengolo 2009, lodenn Bretagne, pajenn 7.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.