Gerhard Schröder

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Gerhard Schröder (2005)

Ganet eo Gerhard Fritz Kurt Schröder d'ar 7 a viz Ebrel 1944. E penn Republik Alamagn eo bet etre ar 7 Here 1998 hag an 10 Here 2005, gant ar garg a gañseller. E Mossenberg eo bet ganet en arondisamant Lippe. E Hannover emañ o chom.

E 1963 ez eas da ezel eus an SPD (Sozialdemokratische Partei Deutschlands, Strollad sokial-demokrat Alamagn). E penn ar strollad eo bet pa oa bet roet e zilez gant Oskar Lafontaine e miz Meurzh 1999.

D'an dilennadegoù a oa bet d'an 22 a viz Gwengolo 2002 e voe trec'h evit an eil gwezh pa oa e penn un emglev etre an SPD hag ar Re C'hlas (Die Grünen).

A-enep krenn ar brezel en Irak e savas. Ur souezhadenn e voe evit ar Stadoù-Unanet pa oant boas da c'hellout en em harpañ war Alamagn abaoe an Eil brezel bed. Evit Schröder e voe un taol-kaer evit gounit an dilennadegoù pa oa partiet fall hervez ar sontadegoù.

Adreizhañ lezennoù sokial ar vro en deus klasket ober a-hed ar seizh bloavezh m'eo bet e penn ar vro. Displijet ez eus bet kalz a dud ha dreist-holl ar re a zo boas da votiñ evit an SPD. Kollet ez eus bet meur a zilennadeg rannvroel gant ar SPD rak se, ken ma oa bet divizet gant Schröder aozañ dilennadegoù hollek d'an 22 a viz Mae 2005 goude bezañ bet trec'het en unan eus kreñvlec'hioù an SPD, e Nordrhein-Westfalen.

D'an dilennadegoù d'an 18 a viz Gwengolo 2005 ez eas 34% eus ar mouezhioù gant ar SPD. Deuet brav-tre e oa bet gant Schröder a oa partiet fall e jeu koulskoude : edo par ouzh par gant ar virourien (CDU-CSU). Ne vanke nemet 3 sez d'ar SPD evit bezañ kreñvoc'h eget Angela Merkel, e penn an tu-dehou. Goude ur mizvezh marc'hata e tivizas mont war gil avat ha lezel e strollad da sevel emglev gant ar CDU-CSU. Fin rummad ar bloavezhioù 1968 e oa gant disparti Schröder hag e vinistr e penn an aferioù diavaez : Joschka Fischer.

En e raok:
Helmut Kohl
Kañseller Alamagn
Ardamezoù RK Alamagn
Here 1998 – Gwengolo 2005
War e lerc'h:
Angela Merkel

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.