Angela Merkel
Eus Wikipedia
Ur bolitikourez alaman eo Angela Merkel, Angela Dorothea Kasner hec'h anv plac'h yaouank, ganet d'ar 17 a viz Gouere 1954 e Hamburg (Alamagn).
Kañsellerez Alamagn eo abaoe 2005. Bet eo bet Ministrez an Tiegezh, ar Re Gozh, ar Merc'hed hag ar Re Yaouank, eus 1991 da 1994, ha Ministrez an Endro, Diwall an Natur hag ar Surentez nukleel, eus 1994 da 1998, dindan ren ar c'hañseller Helmut Kohl.
E 1990 ec'h emezel ouzh ar strollad politikel CDU. D'an 10 a viz Ebrel 2000 eo anvet en e benn, war-lerc'h Wolfgang Schäuble.
D'ar 17 a viz Gwengolo 2005 e voe dilennet e penn ar vro goude bezañ trec'h war Gerhard Schröder, eus ar strollad politikel SPD.
| En he raok: Gerhard Schröder |
Kañsellerez Alamagn Gwengolo 2005 – |
War he lerc'h: |
| Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |