10 Here
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1870 : diwar un taol-mor eo bet beuzet ar prefed Levainville hag e familh e Penmarc'h (Kerne - Penn-ar-Bed).
- 1948 : Bodadeg-meur kentañ Aozadur ar Broadoù Unanet e Londrez (Bro-Saoz).
- 1954 : achu eo Va Zammig Buhez gant Jarl Priel.
[kemmañ] Sportoù
- 1964 : digoradur an XVIIIvet C'hoarioù Olimpek hañv e Tokyo gant Hirohito, Impalaer Japan.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1684 : Antoine Watteau, livour gall († 1721).
- 1813 : Giuseppe Verdi, sonaozer operaioù italian.
- 1817 : Serafino Dubois, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian.
- 1901 : Alberto Giacometti, livour ha skulter suis.
- 1903 : Ferdinand Le Drogo, marc'hhouarnour breizhat, kampion Bro-C'hall e 1927 ha 1928 († 23 a viz Ebrel 1976 e Lokentaz).
- 1930 : Harold Pinter, skrivagner saoznek, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 2005 († 24 a viz Kerzu 2008 e Londrez).
- 1964 : Suat Atalık, mestrc'hoarier echedoù turk.
[kemmañ] Marvioù
- 1659 : Abel Tasman, ergerzher izelvroat (° 1603).
- 1928 : Chiang Kai-chek a ya da brezidant Republik Sina.
- 1963 : Édith Piaf (Édith Giovanna Gassion hec'h anv gwir), kanerez c'hall (° 19 a viz Kerzu 1915 e Pariz).
- 1985 : Yul Brynner, aktour amerikan (° 11 a viz Gouere 1920 e Vladivostok (Republik Reter-Pellañ d'ar mare-se)).
[kemmañ] Lidoù
- Iliz katolik roman:
- Sant an deiz : Sant Kler;
- Sant Gereon, Sant Viktor, Sant Mallosus, Sant Kasius ha Sant Florent, merzherien lazhet e Bonn (Alamagn) en hevelep deiz (Eil kantved);
- Sant Kler, eskob kentañ Naoned;
- Sant Adeodat, diagon, diskibl Sant Kler;
- Sant Riware, penitiour, breur da santez Riwanon ha sant Urfol, eontr sant Herve, enoret e Lanriware (Bro-Leon - Penn-ar-Bed) (VIvet kantved);
- Sant Paolin, abostol Breizh-Veur, manac'h beneadat, diazezer eskopti York (VIIvet kantved).