Neizhan (planedenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Neizhan
Arouez steredoniezhel Neizhan
Neptune.jpg
Neizhan luc'hskeudennet gant ar sontenn
Voyager 2 en hañv 1989
Doareennoù he c'helc'htro
Skin etre 4,498 253×109 km
30,1 ua
Ezkreizennegezh 0,00858587
Prantad reveulzienn siderel 60 224,9036 d =
164 a 323 d 21,7 h
Prantad sinodek 367,4857 d
Tizh kelc'htreiñ etre 5,4317 km/s
Stouadur 1,76917°
Niver adplanedennoù (loarennoù) 13
Doareennoù fizik
Treuzkiz keheder 49 922 km
Treuzkiz polel 48 574 km
Platadur 0,0171
Mas 1,0243×1026 kg
Mas volumek etre 1,638×103 kg/m³
Gravitadur war he gorre 11,00 m/s²
Prantad treiñ 0,67 d = 16 h 6,6 min
Stouadur an ahel 29,58°
Albedo 0,41
Tizh frankizadur 23,5 km/s
Temperadur war he gorre
nbtañ etre muiañ
50 K 53 K --- K
Doareennoù an atmosfer
Gwask atmosfer Hervez an donder
Hidrogen > 84%
Heliom > 12%
Metan 2%
Amoniak 0,01%
Etan 0,00025%
Aketilen 0,00001%

Neizhan (Neptunus e latin) a zo anezhi eizhvet planedenn ar sistem Heol hag an hini bellañ eus ar ramzennoù gazek. Dizoloet e oa bet gant an astronomour alaman Johan Galle (d'an 23 a viz Gwengolo 1846), hag ivez, hep darempred gant J. Galle, gant Urbain Le Verrier ha John Couch Adams o devoa rakjedet ar rann eus an oabl ma c'halljed he gwelet.

Anv ar blanedenn[kemmañ]

Dont a ra anv ar blanedenn eus anv Neptunus, a oa doue ar mor gant ar Romaned.
Savet eo bet ar stumm brezhonek Neizhan en hanterenn gentañ an XXvet kantved gant Kerverzhioù gant skoazell Meven Mordiern, diwar brezhonekadur Neptunus, hag adkemeret er braz eus an traoù embannet e brezhoneg war dachenn an astronomiezh.

Loarennoù Neizhan[kemmañ]

Betek-henn ez eus bet kavet 13 loarenn (pe adplanedenn, pe satellit), an hini vrasañ eo Triton.

Loarennoù Neizhan
Anv Treuzkiz (km) Mas (1016 kg) Skin kelc'hto etre (km) Prantad reveulziañ (d)
Naiad 66 19 48 200 0,294
Thalassa 82 37 50 100 0,311
Despina 150 210 52 500 0,335
Galatea 176 370 62 000 0,429
Larissa 193 (208 × 178) 490 73 500 0,555
Proteus 418 (436 × 416 × 402) 5000 117 600 1,122
Triton 2706,8 2 140 000 354 800 -5,877**
Nereid 340 3100 5 513 400 360,14
S/2002 N 1* 48 9 15 686 000 -1874,83**
S/2002 N 2* 48 9 19 345 000 2405,98
S/2002 N 3* 48 9 20 723 000 2674,87
S/2002 N 4* 48 9 46 570 000 -8863,08**
Psamathe 28 1,5 46 738 000 -9136,11**

* Hep anv evit c'hoazh.

** Pa'z eo negativel ar prantadoù reveulzañ e tiskouez kement-se ez a war-gil kelc'htro al loarenn.

Notennoù ha daveoù[kemmañ]


Lennadurezh[kemmañ]

  • Koskoriad an Heol, Bruno Mauguin ha Bénédicte Saulier-Le Dréan (Egorenn ar skiantoù), treiñ gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Éditions Apogée, ISBN 2-84398-249-9, pp. 49-51.


Koskoriad an Heol
Pianeti-NoPluto.png
Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan
Planedennoù korr: Keres - Ploudon & C'haron - Eris
Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton
Traoù all: Heol - Gouriziad asteroidennoù - Stered-lostek - Gouriziad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol