Bündnis 90/Die Grünen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo Bündnis '90/Die Grünen

Bündnis 90/Die Grünen (Unvaniezh 90/Ar Re C'hlas) a zo ur strollad politikel ekologour alaman. Ar strollad en deus 51 dileuriad (8,3% eus ar 612 dileuriad) er Bundestag.

Istor[kemmañ]

Ar strollad politikel alaman Die Grünen a voe savet en Alamagn ar C'hornôg da vare ar stourmoù ekologel ha peoc'hgarour e dibenn ar bloavezhioù 1970. Peursavet e voe e 1982, gant tud evel Joschka Fischer hag Otto Schily. An dilennidi gentañ a voe er Bundestag e 1983, hag ur strollad ennañ e 1987. Koll a rejont anezhañ en dilennadegoù da-heul adunvaniezh Alamagn e 1990. Met ar strollad Bündnis 90 (Unvaniezh 90), a zeuas a-benn da gaout un nebeud dilennidi peogwir e oa bet miret plasoù evit ar strolladoù eus DDR. Ur strollad politikel dazeilat e oa. Kendeuzet e voe strollad Ar Re C'hlas hag Unvaniezh 90 e 1993.

Re C'hlas Alamagn o vanifestiñ a-enep an nerzh nukleel e miz Du 2008

Ar Re C'hlas e gouarnamantoù Alamagn[kemmañ]

Tud vrudet[kemmañ]

Joschka Fischer

Izili vrudet (marv)[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.