Langeais

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Langeais zo ur gêrig a Vro-C'hall, e Bro-Touren, en departamant Indre-et-Loire, er rannvro Centre, war lez ar stêr Liger. E 1999 e oa 3 960 a dud o chom enni.

[kemmañ] Douaroniezh

Ar pont dreist al Liger.

Emañ Langeais war lez hanternoz al Liger. Treuzet eo gant div adstêr d'al Liger: ar Roumer hag ar Breuil.

[kemmañ] Da welout eno

Eno e weler

  • un iliz eus an XIvet, XIIvet, ha XVvet kantved,
  • ar c'hastell, savet war-dro kreiz ar XVvet kantved, gant Jean Bourr, ministr da Loeiz XI, ar roue a voe eureujet e vab d'an dugez Anna Vreizh e 1491. Er park e-kichen ar c'hastell ez eus rivinoù eus an Xvet kantved, en amzer Foulk Nerra, kont Anjev.
  • ur pont war al Liger eus 1849

Kavout a reer ur straed Anna Breizh hag ul leti Anna Breizh e kreiz-kêr.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv
Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all