Janed Bro-C'hall (1464-1505)

Eus Wikipedia
Janed Bro-C'hall, merc'h da Loeiz XI, pried kentañ Loeiz XII.

Janed Bro-C'hall (Nogent-le-Roi 1464-1505 Bourges) a oa ur briñsez c'hall, dugez Berry, merc'h da Loeiz XI.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil merc'h Loeiz XI ha Charlotte de Savoie e oa. He c'hoar henañ, Anne de Beaujeu, a oa tri bloaz warni.

Disneuz e oa, kamm ha tort, ha diaes e vije bet d'he zad he dimeziñ. Se zo kaoz e redias he c'henderv Louis d'Orléans da eurediñ dezhi pa oa 12 vloaz ar plac'h. Pried kentañ ar roue gall Loeiz XII e oa eta. Met klask a reas ar roue terriñ an dimeziñ, gant aotre ar pab Alesant VI Borgia, evit gallout addimeziñ da Anna Vreizh.

Goude he marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaet eo bet da wenvidigez e 1742, ha da santez e 1950 gant Pi XII.