Edouarzh V (Bro-Saoz)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Edouarzh V hag e vreur Richarzh Shrewsbury

Edouarzh V, roue Bro-Saoz (4 a viz Du 1470 – miz Gwengolo 1483), a oa bet roue e-pad daou viz hepken. Kont March, kont Pembroke ha dug Kernev-Veur ha Priñs Kembre e oa bet ivez.

Mab ar roue Edouarzh IV hag Elesbet Woodville e oa. Ganet e oa bet e Westminster, e Londrez. Dont a reas da vezañ Priñs Kembre e 1471. Kaset e oa gant e dad, en doa c’hoant ma teskfe an doare da ren, da gêr vihan Ludlow, e-kichen Kembre, e lec’h ma oa o chom e miz Ebrel 1483, pa glevas e oa marvet ar roue. E-pad e veaj da Londrez e voe harzhet gant e eontr ha kulator, Richarzh, dug Gloucester. Richarzh a dorras e niz diwar e garg, a embannas ne oa ket mab gwirion ar roue, hag a gemeras an tron.

Edouarzh yaouank hag e vreur Richarzh a voe kaset da Dour Londrez. Den ne welas anezhe ken goude an hañvezh 1483, ha soñjal a reer e voent muntret eno.



En e raok:
Edouarzh IV
Roue Bro-Saoz
Royal Arms of England (1399-1603).svg
14831483
War e lerc'h:
Richarzh III