Izabel Iañ Kastilha

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred Izabel Iañ Kastilha ar Gatolikez, gant Juan de Flandes.

Izabel Gastilha, pe Isabel Iañ de Castilla (e kastilhaneg), pe Izabel ar Gatolikez (Madrigal de las Altas Torres, 1451 - 1504Medina del Campo), a oa rouanez Kastilha adal 1474 betek 1504. Dimezet e oa da Ferdinant II Aragon (pe Fernando II de Aragón), pe Fernando ar C'hatolik, roue Aragon, ha dre an dimeziñ-se e oa rouanez kenseurtez Sikilia, adal 1469, ha hini ha Kurunenn Aragon adal 1479.


[kemmañ] He buhez

Isabel de Castilla,merc'h da Juan II de Castilla ha d'e eil pried, Isabel de Portugal (1428-1496), a oa ganet en Madrigal de las Altas Torres (Proviñs Ávila) d'an 22 a viz Ebrel, d'ar Yaou Gamblit, e 1451 er palez deuet da vezañ Monasterio de Nuestra Señora de Gracia. Kaoze zo bet eus lec'h ha deiz ar c'hanedigezh-se, hogen pa oa ganet ne oa den evit gouzout pegement a bouez he dije ar verc'hig en dazont. [1]

Madrigal a oa ur gêriadennig de realengo ma teue bep an amzer he mamm Isabel de Aviz, ha hi an hini a roas an anv-se d'he merc'h pa ne oa ket gwall baot e Spagn c'hoazh.

Daou vloaz goude, en Tordesillas, e voe ganet he breur Alfonso. A-raok-se e oa ganet ur breur all, mab da Juan II de Castilla ha da Maria Aragon, Enrique e anv, breur dezhi dre o zad, a zougas ar gurunenn en 1454 hag a vo anavezet evel Enrique IV el Impotente.

Pa varvas he zad e 1454, en em dennas gant he mamm hag he breur Alfonso da villa Arévalo, ma welas barradoù follentez he mamm Isabel. Er mareadoù diaes-se e c'hallas Isabel kreñvaat he zemz-spered dre lenn an Aviel ha levrioù a zevosion. Sikour a gavas ivez e mignoniezh Santez Beatriz de Silva (1424 - 1491), a vo sikouret ganti diwezhatoc'h da sevel Orden de las Concepcionistas Franciscanas hag a voe roet dezhi palezioù Galiana en kêr Toledo. Tud all a bouez er prantad-se e Toledo, hag a-hed he buhez goude, e oa Gutierre de Cárdenas, e bried Teresa Enríquez ha Gonzalo Chacón.

En 1461 e voe kaset Isabel hag he breur Alfonso da Segovia, rak eno edo al lez, dre ma oa ar rouanez war-nez gwilioudiñ ha da c'henel he merc'h, Juana de Castilla. Buan e voe lesanvet Juana la Beltraneja, rak, hervez ar vrud en amzer-se, e oa merc'h d'ar rouanez, Juana de Portugal, ha da Beltrán de la Cueva.

[kemmañ] Notennoù ha daveennoù

  1. Darn eus an oberourien a laka e oa ganet en Ávila pe Madrid. Véase al respecto Manuel Foronda y Aguilera: Dónde y cuándo nació Isabel la Católica (1920).

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all