Juan Aragon ha Kastilha
- Ur pennad Juan Aragon zo ivez.
Juan Aragon ha Kastilha, pe Joan d'Aragó e katalaneg, pe Juan de Aragón y Castilla pe Juan de Trastámara y Trastámara e kastilhaneg, ganet e 1478 ha marvet da naontek vloaz e 1497, a oa priñs Asturiez, da lavarout eo priñs pennhêr kurunennoù an div rouantelezh, hini Aragon ha hini Kastilha .
Ur vuhez verr [kemmañ]
Mab e oa da Fernando II Aragon ha da Isabel ar Gatolikez, rouanez Kastilha; o eil bugel e oa war-lerc'h e c'hoar henañ, an infantez Isabel. Priñs Asturiez e voe anvet kenkent ha ganet, ha priñs Girona goude marv e dad-kozh Joan II Aragon e 1479.
E 1497 e oa tost 19 vloaz e miz Ebrel pa voe dimezet en iliz-veur Burgos da Marc'harid Aostria (1480-1530), merc'h d'an Impalaer Santel Masimilian Iañ (1459-1519).
C'hwec'h miz goude an eured, d'ar 4 a viz Here, e varvas e Salamanca gant an droug-skevent, p'edo war e hent da eured e c'hoar.
Goude e varv [kemmañ]
E c'hoar Isabel a voe anvet da briñsez Asturiez ha Gerona.
Addimeziñ a reas e intañvez yaouank 17 vloaz.