Fernando II Aragon

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Fernando II zo ivez.
Ferdinant II Aragon a oa ivez Ferdinant V Kastilha
Poltred Izabel Iañ Kastilha ar Gatolikez, pried Fernando II Aragon, gant Juan de Flandes.

Fernando II Aragon, pe Fernando V Kastilha (Ferrando II en aragoneg, Fernando II e kastilhaneg; Ferran II en katalaneg), lesanvet Ferdinant ar C'hatolig, ganet d'an 10 a viz Meurzh 1452 e Sos del Rey Católico (Aragon) ha marvet d'an 23 a viz Genver 1516 e Madrigalejo, a oa :

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa d'ar roue Juan II Aragon (1398-1479) ha d'e eil pried Juana Enríquez (1425-1468). Da Fernando e tegouezhas madoù kurunenn Aragon goude marv e hantervreur Charlez, priñs Viana en 1461.

Pennhêr Kurunenn Aragon hag eured[kemmañ]

Delwenn da Fernando II Aragon (1452–1516), er Jardinoù Sabatini (Madrid). Gant Juan de León entre 1750 ha 1753.

Pa varvas e hantervreur Carlos, priñs Viana (1461), e voe anvet fernando da Prñs Gerona, titl roet da bennhêred kurunenn Aragon. ha kurunennet evel Roue pennhêr Aragon en Calatayud; bloaz goude e oa anvet da letanant jeneral Katalonia (1462) hag en 1468, roue Sikilia. Perzh a gemeras e Brezel-diabarzh Katalonia (1462 - 1472), ha kustumiñ ouzh ar stadvererezh war c'houlenn e dad.

E Kastilla e varvas an infant Alfonso Kastilha e 1468 hag anavezet e voe e geniterv, an infantez Isabel, hanterc'hoar da Enrique IV Kastilha, evel pennhêrez Kastilha. Juan II Aragon neuze a boanias da glask an tu da zimeziñ e vab Fernando da bennhêrez ar rouantelezh amezek. Kement-se a voe graet e miz Here 1469, en Valladolid.

Koulskoude, pa varvas Enrique IV e 1474, e krogas ur brezel diabarzh entre harperien Isabel ha re merc'h Enrique, Juana Trastamara, lesanvet la Beltraneja, harpet gant Roue Portugal, Afonso V, a felle dezhañ dimeziñ dezhi, hag unvaniñ kurunennoù Kastilha ha Portugal.

Fernando, goude hir zivizoù gant uhelidi warizius Kastilha, a deuas a-benn da vout anvet kenrejant Kastilha gant gwirioù par da re e bried Isabel, goude sinet Concordia Segovia e 1475. Neuze e kemeras perzh e renerezh ar brezel hag en trec'h, dreist-holl e-kerzh emgann Toro e 1476, [1][2]a voe troet en un trec'h bras gounezet gant ur spered dreist a zen, hini Fernando, a ouvezas lakaat da blegañ ar c'hêrioù emsavet.


Etre 1476 ha 1477 e voe merour Urzh Santiago.


Dimeziñ[kemmañ]

E miz Here 1469 e timezas da Izabel Kastilha (1451-1504), merc'h d'ar roue Juan II Kastilha. En 1474 e teuas Izabel da vout rouanez. Ganti e renas Fernando ur brezel da zistroadañ he nizez Janed ar Beltraneja (1462-1530). Faezhet e voe ar Beltraneja en Emgann Toro en 1476.

Da varv Yann II en 1479 e savas war gador Kurunenn Aragon hag a-gevret e renas an daou roue goude ma chome disparti an div gurunenn.

E 1481 e voe adaozet an Ofis Santel gant Fernando hag Izabel ; en 1492 e voe kaset kuit ar Yuzevien na oant ket kristenaet, ma tec'has an darn vrasañ d'an Impalaeriezh otoman, hag aloubet e voe rouantelezh Granada. Kement-se a dalvezas dezho resev an titl a Rouaned Katolik digant ar pab spagnol Alesant VI.

Bugale[kemmañ]

Pemp bugel en doe gant Izabel:

Germaine de Foix

Pa intañvas ec'h addimezas da Germaine de Foix

Notennoù[kemmañ]

  1. “Su momento es la indecisa batalla de Toro. Unos y otros se atribuyeron el resultado victorioso de la jornada… Las cartas escritas por el soberano a las ciudades importantes se su Reino son un modelo de habilidad… Que portentosa descripción de la batalla! La nebulosa se convierte en luz, lo dudoso cobra perfiles de triunfo cierto. El político lograba los frutos de una victoria discutida”, el historiador Antonio Ballesteros Berreta- Fernando el Católico, el mejor Rey de España, Ejército, nr 16, p. 54-66, Ministerio del Ejército, Madrid, mayo 1941.
  2. “… en la … batalla de Toro, que, aunque de resultado incierto, Fernando, con habilidad, supo explotar propagandísticamente. ”en Juan BATISTA GONZÁLEZ- España Estratégica, guerra y diplomacia en la historia de España, Sílex ediciones, Madrid, 2007, p.222.