Fernando II Aragon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ferdinant II Aragon)
Mont da : merdeiñ, klask
Ferdinant II Aragon a oa ivez Ferdinant V Kastilha

Ferdinant II Aragon, pe Ferdinant V Kastilha (Ferrando II en aragoneg, Fernando II e kastilhaneg; Ferran II en katalaneg), lesanvet Ferdinant ar C'hatolig, ganet d'an 10 a viz Meurzh 1452 e Sos del Rey Católico (Aragon) ha marvet d'an 23 a viz Genver 1516 e Madrigalejo, a oa :

E vuhez [kemmañ]

Mab e oa d'ar roue Juan II Aragon (1398-1479) ha d'e eil pried Juana Enríquez (1425-1468). Da Fernando e tegouezhas madoù kurunenn Aragon goude marv e hantervreur Charlez, priñs Viana en 1461.

Dimeziñ [kemmañ]

E miz Here 1469 e timezas da Izabel Kastilha (1451-1504), merc'h d'ar roue Juan II Kastilha. En 1474 e teuas Izabel da vout rouanez. Ganti e renas Fernando ur brezel da zistroadañ he nizez Janed ar Beltraneja (1462-1530). Faezhet e voe ar Beltraneja en Emgann Toro en 1476.

Da varv Yann II en 1479 e savas war gador Kurunenn Aragon hag a-gevret e renas an daou roue goude ma chome disparti an div gurunenn .

Bugale [kemmañ]

Pemp bugel en doe gant Izabel:

Pa intañvas ec'h addimezas da Germaine de Foix

Germaine de Foix