Janed Kastilha

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Juana de Castilla, gant Meister der Magdalenenlegende
Juana de Castilla, dugez Bourgogn.

Juana de Castilla, pe Janed Kastilha, lesanvet Juana la Loca (ar Follez) (Toledo, 6 a viz Du 1479 – Tordesillas, 12 a viz Ebrel 1555), a oa merc'h d'ar Rouaned Katolik, Ferdinant II Aragon ha da Izabel Iañ Kastilha. Dimeziñ a reas da Fulup Habsburg.

Infantez Kastilha e oa, ha Rouanez Kastilha e voe adalek marv he mamm, e 1504, betek 1555, met a-benn 1506 n'he devoa tamm galloud ebet e gwirionez, hag adalek 1509 e voe kraouiet e Tordesillas, da gentañ war urzh he zad Fernando ar Roue Katolik, ha goude war urzh he mab, ar roue hag impalaer Karl V.

Taolenn

[kemmañ] Titloù

Da gentañ ne oa nemet infantez Kastilha.
Goude dimeziñ e teuas da vezañ arc'hdugez Aostria, Dugez Bourgogn, Dugez Brabant ha Kontez Flandrez.
Goude e voe rouanez Kastilha, rouanez León, Galiza, Rouanez Granada, Rouanez Sevilla, Rouanez Murcia, Rouanez Jaén, Gibraltar, an Inizi Kanariez, Indez ar C'hornôg (15041555), Rouanez Navarra (15151555), rouanez Aragon, Rouanez Valencia Valencia, rouanez Mallorca, rouanez Naplez ha Sikilia (15161555), ha titloù all evel kontez Barcelona, Itron Bizkaia, degouezhet dezhi goude marv he zud.

Se zo kaoz e voe anvet rouanez Spagn d'ar 25 a viz Genver 1516, hag he mab Carlos Iañ da roue war un dro: sede penaos e voe unvanet ar rouantelezh.

[kemmañ] He buhez

Ganet e oa e 1479, e Toledo, kêr-benn Wizigoted Spagn, ha hi trede bugel Ferdinant II Aragon ha Izabel Iañ Kastilha, eus Tiegezh Trastámara. Pa voe badezet e voe roet dezhi anv sant Yann, diwaller an tiegezh, evel d'he breur henañ, Juan.

[kemmañ] Doña Juana, infantez Castilla hag Aragón

Juana I de Castilla gant Juan de Flandes.

Aba oe bihan e voe roet dezhi deskadurezh strizh un infantez, hêrez rouaned Aragon ha Kastilha, diazezet war sentiñ muioc'h eget war benaos ren. Deskiñ a reas latin, yezhoù roman Spagn, ha galleg, hag ivez seniñ, dañsal, marc'hegañ. Kelennet e voe gant ar beleg dominikan Andrés de Miranda, gant Beatriz Galindo, lesanvet «la Latina», mignonez d'he mamm, ha gant he mamm end-eeun.


[kemmañ] Arc'hdugez Aostria, dugez Bourgogn ha Brabant ha kontez Flandrez

[kemmañ] Dimeziñ

Fulup ha Janed
Kontrad priedelezh entre Juana ha Felipe el Hermoso (1495). Archivo General de Simancas.

Hervez giz an amzer e lezioù Europa en amzer-hont e voe marc'hataet dimezioù o holl bugale gant Isabel ha Fernando en sell da zont a-benn eus o mennadoù. Fellout a rae dezho skoulmañ emglev gant Impalaeriezh Santel Masimilian Iañ, evit enebiñ ouzh galloud o amzezeg gall hag an Tiegezh Valois. Ha setu int da ginnig o merc'h Juana da zimeziñ da Fulup Habsburg, mab Masimilian, hag a oa arc'hdug Aostria, dug Bourgogn, Brabant, Limburg ha Luksemburg, kont Flandrez, Habsburg, Hainaut, Holland, Zeland, Tirol hag Artez, hag aotrou Amberes ha Malines, etre un toullad kêrioù all .

En eskemm e voe goulennet, gant tud Juana, dorn Marc'harid Aostria , merc'h Masimilian, evit o mab Juan.

[kemmañ] Rouanez

E miz Du 1504 e varvas he mamm, Izabel ar Gatolikez. Kemeret e voe ar galloud gant he zad Ferdinant II, met kement-se ne oa ket diouzh he fried Fulup a felle dezhañ ren. Sede neuze Fulup ha Janed da ren e Kastilha, tra ma rene he zad Ferdinant II en Aragon.

E 1506 e varvas he fried Fulup. Bras e voe he glac'har, ha ne fellas ket dezhi leuskel kemer ar c'horf d'e veziañ.

E miz Genver 1516 e varvas he zad hag e teuas Janed da vout rouanez Aragon ivez, met fiziet e voe ar gouarnamant ar rouantelezh etre daouarn he mab Carlos. Met

Juana hag he fried gant tud al lez.
La Demencia de Doña Juana (1867), gant Lorenzo Vallés. Mirdi ar Prado (Madrid).

[kemmañ] Marv Juana

En he bloavezhioù diwezhañ e teuas kleñved ar c'horf ouzhpenn hini ar spered. Poan he deveze o kerzhout, ha seizet e chomas ken ar fin.

[kemmañ] He bugale

Gant he fried Fulup Iañ Kastilha he deus bet 6 bugel, ha Carlos , pe Karl V, eo ar brudetañ.

[kemmañ] C'hoarigan

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all