6 Du
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 6 a viz Du)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1792 : Emgann Jemmapes etre Bro-C'hall hag Arc'hdugelezh Aostria.
- 1793 : kemeret eo Gwitreg gant ar Chouaned.
- 1832 : harzet Dugez Berry e Naoned pa oa o klask lakaat an dud d'en em sevel.
- 1860 : dilennet eo Abraham Lincoln da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika.
- 1900 : dilennet eo William McKinley da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika en-dro.
- 1928 : dilennet eo Herbert Clark Hoover da Brezidant Stadoù-Unanet Amerika.
- 1988 : aozet ur referendom e Bro-C'hall diwar-benn an emdidermenañ e Kaledonia-Nevez.
- 2011 : dioueliet eo delwenn Anjela Duval er C'houerc'had.
Sportoù [kemmañ]
- 1999 : skipailh Suafrika (lesanvet ar Wallabies) a ya da gampion rugbi (XV) ar bed (evit an eil gwech) ouzh hini Bro-C'hall, e Kerdiz (Kembre).
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1661 : Carlos II (lesanvet el Hechizado), roue Spagn († 1añ a viz Du 1700 e Madrid).
- 1692 : Louis Racine, mab Jean Racine ha barzh gall († 29 a viz Genver 1763 e Pariz).
- 1814 : Adolphe Sax (Antoine-Joseph Sax e anv gwir), ijiner belgiat ar saksell († 4 a viz C'hwevrer 1894 e Pariz).
- 1825 : Jean-Louis-Charles Garnier, tisavour gall († 3 a viz Eost 1898 e Pariz).
- 1841 : Armand Fallières, Prezidant ar Republik C'hall adalek 1906 betek 1913 († 22 a viz Mezheven 1931 e Villeneuve-de-Mézin).
- 1908 : Françoise Dolto, mezegez bugale ha bredelfennerez c'hall († 25 a viz Eost 1988 e Pariz).
- 1953 : Leo Battesti, emsaver brogarour ha mestrc'hoarier echedoù korsat.
- 1978 : Zivilė Sarakauskienė, mestrc’hoarierez echedoù lituanian.
Marvioù [kemmañ]
- 1231 : Tsuchimikado, Impalaer Japan (° 3 a viz Genver 1196 e ?).
- 1777 : Bernard de Jussieu, louzawour gall (° 17 a viz Eost 1699 e Lyon (Rhône a-vremañ)).
- 1793 : Louis Philippe d'Orléans (1747-1793), priñs gall (° 13 a viz Ebrel 1747 e Saint-Cloud).
- 1801 : Jacques-Marie Glezen, alvokad ha kannad breizhat e Breujoù Bro-C'hall e 1789 (° 10 a viz Mae 1737 e Roazhon).
- 1822 : Claude Louis Berthollet, kimiour gall (° 9 a viz Kerzu 1748 e Talloires (Rouantelezh Sardinia d'ar mare-se)).
- 1836 : Charlez X (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall ha Navarra etre 1824 betek 1830 (° 9 a viz Here 1757 e Versailles (Yvelines a-vremañ)).
- 1877 : Alexandre Glais-Bizoin, alvokad ha politikour breizhat (ha gall) (° 9 a viz Meurzh 1800 e Kintin).
- 1887 : Eugène Pottier, barzh ha dispac'her gall, saver Kan Etrebroadel al Labourerien (° 4 a viz Here 1816 e Pariz).
- 1893 : Pyotr Ilyich Tchaikovsky, sonaozer rusian (° 7 a viz Mae 1840 e Votkinsk (Impalaeriezh rusian d'ar mare-se)).
- 1941 : Maurice Leblanc, skrivagner gallek, ijiner tudenn Arsène Lupin (° 11 a viz Du 1864 e Rouan).
- 1973 : Noël Rocquevert (Noël Roquevert e anv gwir), aktour breizhat (ha gall) (° 18 a viz Kerzu 1892 e Doué-la-Fontaine).
Lidoù [kemmañ]
- Iliz katolik roman:
- Sant an deiz : Sant Eflamm;
- Sant Efflamm, penitiour iwerzhonat, abad manati Plistin (512);
- Sant Leonard, penitiour e rannvro Limojez (VIvet kantved);
- Sant Winog, niz da sant Judikael, roue Breizh, abad Wormhoudt e-kichen Dukark e Flandrez (VIIIvet kantved).