Rouantelezh León
| Reino de León/ Reinu de Llión León |
|||||
|
|||||
|
|||||
| Kêr-benn | Not specified | ||||
| Yezh(où) | Latin, Leoneg[1] Spagnoleg, Galizeg ha marteze Mozarabeg. | ||||
| Gouarnamant | Monarkiezh | ||||
| Istor | |||||
| - Krouet | 910 | ||||
| - Aet da get | 1301 | ||||
Rouantelezh León a oa ur stad dizalc'h e gwalarn Ledenez Iberia. Krouet e voe e 910 pa zilec'hias tierned kristen Rouantelezh Asturiez o c'hêr-benn eus Oviedo da León. Kontelezh Portugal a zeuas da vezañ ur rouantelezh, dizalc'h diouti e 1139, tra ma oa bet staget 1193 tra ma oa bet kemeret proviñsoù ar reter e 1230 gant Rouantelezh Kastilha.
Etre 1296 ha 1301 e voe dizalc'h rouantelezh León adarre, ha pa voe adunanet gant Rouantelezh Kastilha e chomas ur rouantelezh betek 1833, evel ul lodenn eus Bro-Spagn. E dekred roueel an 30 a viz Du 1833 e selled ouzh rouantelezh León evel ul lodenn eus rannvroioù Bro-Spagn ha rannet e oa etre proviñsoù León, Zamora ha Salamanca.
Hiziv [kemmañ]
E 1978 e voe bodet an teir froviñs-se eus León istorel gant c'hwec'h proviñs istorel Kastilha gozh d'ober Kumuniezh emren Kastilha ha León .
XIvet-XIIvet kantved: kresk León [kemmañ]
Rouantelezh León a emledas adalek ar stêr Duero hag ar Sistema Central betek Extremadura a vremañ, nemet tuda vanke da adpoblañ ar vro hag ur gouelec'h didud e oa.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Menéndez Pidal, Ramón. "El Dialecto Leonés" pages 33–37.1906