León (Spagn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

León a zo kêrbenn proviñs León e Kumuniezh Emren Kastilha ha León e gwalarn Spagn. Ur boblañs a 134,305 (2009) he deus ha keoded vrasañ ar broviñs eo. Kêrbenn rouantelezh kozh Leon e oa.

Da gentañ e voe kampadur an arme roman, evit al Legio VI Victrix, war-dro 29 a-raok Jezuz-Krist, da c'houde e voe kampadur al Legio VII Gemina adalek ar bloaz 74. Diboblet e voe ar gêr abalamour da aloubadeg al ledenez iberek gant ar vuzulmidi, met tapout a reas ul lañs nevez pa zeuas da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Asturiez. E 910 e krogas ur marevezh a bouez evit ar gêr, pa voe kêrbenn Rouantelezh León, daoust ma tigreskas pouez ar gêr adalek fin ar Grennamzer, abalamour ma voe echu an dizalc'hiezh goude unaniezh rouantelez León gant Kastilha abaoe 1301.


Notennoù [kemmañ]