Rouantelezh Sikilia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Rouantelezh Sikilia

Rouantelezh Sikilia (en italianeg: Regno di Sicilia, e latin: Regnum Siciliae, e katalaneg: Regne de Sicília, e sikilianeg: Regnu di Sicilia) a oa ur rouantelezh bet krouet en 1130 e kreisteiz Italia, gant an eneppab Anacletus II evit ar roue Roger II Sikilia en Enez Sikilia, Calabria, Puglia, ha Naplez hag a badas betek 1816.
A-hed an amzer e vo gwelet marevezhioù an Normaned, ar Souabed ( pe an Tiegezh Hohenstaufen, diskennidi Frederig Souabia), Anjeviz, Aragoniz.

Istor[kemmañ]

Pa voe savet rouantelezh Sikilia en 1130 e teue war-lerc'h kontelezh, krouet e 1071 da vare aloubadeg kreisteiz Italia gant an Normaned.

Betek 1282 en em lede Rouantelezh Sikilia (a veze graet regnum Apuliae et Siciliae anezhi neuze) e kreisteiz Italia penn da benn, ar Mezzogiorno, ha n'eo ket en enezenn hepken, ha betek en enezeg Malta.

En enezenn e oa teir rannvro: Val di Mazara, Val Demone ha Val di Noto.

Gousperoù Sikilia[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • Pierre Aubé, Les empires normands d'Orient, éd. Perrin, col. tempus.
  • Michel Grenon, Conflits sud italiens et royaume normand, éd. L'Harmattan.
  • Lucy Riall, Sicily and the unification of Italy: liberal policy and local power, 1859-1866. Oxford University Press (1998). ISBN 0-19-820680-1.

Liammoù diavaez[kemmañ]