Karl V an Impalaeriezh Santel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Poltred an impalaer Karl gant ur vazh, gant Rubens. Poltred graet diwar ul livadur diwar zorn Tizian (Tiziano Vecellio, 1490-1576).

Karl Aostria, pe Karl Habsburg, anavezet evel Karl Pemp pe Charlez Pemp (Charles Quint gant ar C'hallaoued), pe evel Carlos Primero e spagnoleg, ganet d'ar 25 a viz C'hwevrer 1500 e Gent, en Izelvroioù, ha marvet d'an 21 a viz Gwengolo 1558 e manati Yuste e Spagn, a voe roue Spagn hag Amerika spagnol dindan an anv a g-Carlos Iañ Spagn, eus 1516 da 1556, roue Sikilia dindan an anv a g-Carlo IV (1516-1558), ha kentañ roue a unvanas rouantelezhioù Kastilla, Aragon ha Navarra, ha dug Brabant evel Charlez II Brabant (1515-1558), Impalaer Santel German (1519-1555) evel Karl V Alamagn. Breur e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel a voe impalaer war e lerc'h.

Impalaeriezh Karl V

Taolenn

[kemmañ] Buhez

[kemmañ] Yaouankiz

Poltred Karl V, gant Bernard van Orley
Poltred Karl V, gant Christoph Amberger

Betek 1517 e voe savet en Izelvroioù Bourgogn, ha skoliet gant Guillaume de Croÿ, aotrou Chièvres, ha goude gant Adrian VI, hag e voereb an arc'hdugez Marc'harid Aostria .

E 1506,pa varvas e dad Fulup Iañ Kastilha e voe legadet dezhañ Izelvroioù Bourgogn, ha Franche-Comté.

En 1516, pa varvas e dad-kozh a-berzh e vamm Ferdinant II Aragon, e teuas da vout roue Kastilha, war un dro gant e vamm Juana de Castilla (lesanvet Janed ar Follez), hag e teuas dezhañ ivez rouantelezh Aragon, Navarra Uhel, Proviñs Granada, Naplez, Sikilia, Sardinia, Inizi Balearez, Malta, hag an holl zouaroù a oa da Spagn en Amerika.

En 1519, pa varvas e dad-kozh Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel, e tegouezhas dezhañ douaroù Habsbourged Aostria ha dilennet e voe da Impalaer Santel Roman German, goude keveziñ gant Frañsez Iañ (Bro-C'hall).

[kemmañ] Carlos I ar Spagnoù

Karl, pe Carlos e Spagn, a voe lakaet kurunenn Kastilha war e benn e Cortes Valladolid en 1518. Hogen divizoù a voe lakaet:

  • Deskiñ kastilhaneg: desket e oa bet e galleg;
  • Difennet outañ reiñ kargoù d'an estrenien ;
  • Difennet kas e-maez ar vro metaloù prizius deuet eus an Amerikaoù;
  • Kemer preder gant doujañs ouzh e vamm, Janed Iañ Kastilha, a oa bac'het e Tordesillas.

Gant kurunidigezh Carlos e krogas renerezh Tiegezh Habsburg e Spagn : padout a ray betek 1700 pa zegouezhas an Tiegezh Bourbon er vro. En 1518 e voe roet dezhañ kurunenn Aragon e Zaragoza. Eñ eo ar roue kentañ a unvanas an div gurunenn.

Bec'h en doa Carlos avat en e rouantelezh nevez en deroù. Entre 1520 ha 1521 e voe un emsavadeg en Kastilha ma nac'he an dud gwelout ur rejant flamank Adrien d'Utrecht o tont gant e lez Flamanked.

[kemmañ] Danvez


[kemmañ] Liammoù diavaez

  1. MEMO - Le site de l'Histoire - Charles Quint
  2. Les quartiers généalogiques de Charles Quint

[kemmañ] Pennadoù kar

[kemmañ] Notennoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all