Leonor Aostria
Leonor Aostria, ganet e 1498 e Leuven (Izelvroioù spagnol), ha marvet e 1558 e Talavera la Real (nepell diouzh Badajoz, a voe rouanez div wech, e div vro: rouanez Portugal e oa etre 1518 ha 1521, ha rouanez Bro-C'hall etre 1530 ha 1547. Merc'h e oa da Fulup Habsburg, arc'hdug Aostria ha dug Bourgogn, ha da Juana de Castilla, pennhêrez Kastilha hag Aragon, hag infantez Kastilha e oa.
Taolenn |
[kemmañ] Yaouankiz
He yaouankiz a dremenas en Izelvroioù gant he breur Karl. E galleg e voe savet, goude ma oa infantez Kastilha. Brudet e oa he c'hened hag he deskadurezh, ha klasket e voe war he lerc'h gant meur a roue, ar rouaned c'hall Loeiz XII ha Frañsez Iañ da gentañ-penn, ha gant ar c'hont palatin Federico del Rin, an hini a blije dezhi ar muiañ.
[kemmañ] Dimezioù
[kemmañ] Rouanez Portugal
Dimezet e voe da Manuel Iañ Portugal, hag a oa 30 vloaz warni. Hennezh a oa intañv goude bet dimezet d'e ziv voereb, Isabel ha María, c'hoarezed d'e vamm.
Tri bloaz goude e oa intañvez.
[kemmañ] Rouanez Bro-C'hall
Addimezet e voe d'ar roue gall Frañsez Iañ.
[kemmañ] Bloavezhioù diwezhañ
Bevañ a rae gant he c'hoar Maria en Izelvroioù.