Kontelezh Flandrez

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Diwar-benn Kontelezh istorel Flandrez eo ar pennad-mañ. Diwar-benn Flandrez hiziv, gwelit Flandrez
Flandrez hag Artez e 1477

Kontelezh Flandrez en em astenne gwechall war douaroù zo bremañ e proviñsoù Flandrez ar c'hornôg ha Flandrez ar reter e Belgia, e Flandrez Frañs e departamant an Nord, hag e kreisteiz Zeeland (pe Zeland) en Izelvroioù. En em astenn a rae Flandrez neuze war ur gorread 12 500 km².

Ur vro c’halloudus e voe Flandrez e-pad pell. Unan eus parelezhioù rouantelezh Frañs e voe ivez. Artez, zo bremañ e departamant ar Pas-de-Calais, a oa ul lodenn eus kontelezh Flandrez ivez, betek 1237, pa zeuas da vezañ ur gontelezh distag. Goude se e voe stag kontelezh Artez, a-vareoù, ouzh domanioù konted Flandrez.

E dibenn ar Grennamzer e oa Flandrez ur vro annezet-stank, e-keñver ar broioù all en Europa, gant kêrioù evel Gent, Brugge pe Ieper a veve diwar labour ha kenwerzh ar gloan dreist-holl.

E dibenn an IXvet kantved e voe stummet kontelezh Flandrez gant douaroù a oa a-hed ar mor etre Brugge ha Saint-Omer. Ar roue gall Fulup II an Aogust a glaskas lakaat e grabanoù warni en XIIvet kantved. Da neuze e voe rannet he douaroù : ul lodenn vras anezho a voe staget ouzh Bro-C'hall, tra ma oa stag re all ouzh kontelezh Hainaut ha re all c’hoazh e kontelezh Zeeland.

Met kontelezh Flandrez a zeuas a-benn da chom dizalc’h diouzh ar rouaned gall. Kêrioù Flandrez pinvidikoc’h-pinvidikañ d’ar c’houlz-se a zeuas a-benn da argas an armeoù gall, ha trec’h e voent en Emgann ar C'hentroù Aour (11 a viz Gouere 1302), e-kichen Kortrijk. Bleuniañ a reas kenwerzh Flandrez e-pad ur c’hantved c’hoazh, met mont a reas d’an traoñ tamm-ha-tamm, abalamour d’ar vosenn, d’ar Brezel Kant Vloaz etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz (1338-1453) ha da gevezerezh gwiadoù Bro-Saoz. Kalz a wiaderien eus Flandrez a guitaas o bro da vont da Vro-Saoz da vevañ en amzer-se.

Goude dimezioù etre noblañsoù e tremenas kontelezh Flandrez dindan dalc’h duged Bourgogn e 1384, evel ar broioù amezek. E 1477 e tremenas ar broioù-se dindan dalc’h an Habsbourged ha goude 1556 e voent staget ouzh rouantelezh Spagn.

Kornôg Flandrez a voe staget da vat ouzh Bro-C’hall gant armeoù Loeiz XIV, goude emglevioù sinet e 1659, 1668 ha 1678. Al lodenn-se, a reer anezhi Flandrez Frañs, a zeuas da vezañ unan eus proviñsoù Frañs a-raok mont d’ober an darn vrasañ eus departamant an Nord da vare an Dispac’h.

E 1715 e tremenas an Izelvroioù spagnol, pe Izelvroioù ar c’hreisteiz dindan dalc’h Aostria. E 1794 e voent aloubet gant an armeoù gall. E Flandrez e voe savet daou zepartamant (al Lys hag an Escaut). Goude ma voe faezhet Napoleon e teuas ar vro da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Unanet an Izelvroioù. E 1830 e teuas da vezañ ul lodenn eus Belgia a rannet e voe etre div broviñs, Flandrez ar c'hornôg ha Flandrez ar reter.

Liammoù diavaez[kemmañ]