Rouantelezh Unanet an Izelvroioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Rouantelezh Unanet an Izelvroioù
Skoed-ardamez Rouantelezh Unanet an Izelvroioù
Rouantelezh Unanet an Izelvroioù en Europa e 1815
An Izelvroioù, Belgia, Luksembourg ha Limburg e 1839
1, 2 ha 3 Rouantelezh Unanet an Izelvroioù (betek 1830)
1 ha 2 Rouantelezh an Izelvroioù (war-lerc'h 1830)
2 Dugelezh Limburg (Er C'hevredad Alaman war-lerc'h 1839 evel digoll ouzh Waals-Luxemburg)
3 ha 4 Rouantelezh Belgia (war-lerc'h 1830)
4 ha 5 Dugelezh Veur Luksembourg (harzoù betek 1830)
4 Proviñs Luksembourg (Waals-Luxemburg, da Velgia e 1839)
5 Dugelezh Veur Luksembourg ( Luksemburg Alaman; harzoù war-lerc'h 1839)
En glas, harzoù ar C'hevredad Alaman

Rouantelezh Unanet an Izelvroioù (1815 - 1830) (1839) (e nederlandeg: Verenigd Koninkrijk der Nederlanden, e galleg: Royaume-Uni des Pays-Bas hag en alamaneg: Vereinigtes Königreich der Niederlande) a oa an anv diofisiel graet eus ur stad europat nevez savet diwar un darn eus an Impalaeriezh C'hall kentañ e-kerzh Kendalc'h Vienna e 1815.

E anv ofisiel a voe Rouantelezh an Izelvroioù hag enni e oa douaroù kozh Republik ar Seizh Izelvro-Unanet en hanternoz, re an Izelvroioù aostrian er c'hreisteiz, gant priñselezh Liège. Tiegezh Orange-Nassau a voe lakaet er penn anezhi.

C'hoant a oa da sevel ur stad padus en hanternoz Bro-C'hall evit harz ouzh strvoù gall da c'hounit tachenn en tu-se. ha padout a reas ken na em zistagas proviñsoù ar c'hreisteiz da sevel Belgia e 1830.

Koulskoude ne voe ket anavezet dizalc'hted Belgia gant ar rouantelezh a-raok 1839. Neuze e chomas an anv "Rouantelezh an Izelvroioù" war ar stad a vode proviénsoù an hanternoz. Dugelezh Veur Luksembourg a voe renet gant Tiegezh Orange-Nassau betek 1890: er bloavezh-se e varvas Gwilherm III ag an Izelvroioù. Pendegwir ne oa ket aotre d'ar merc'hed da ren e Luksembourg abalamour d'al lezenn salek ez eas an Dugelezh Veur gant Tiegezh Nassau-Weilburg, kerent tost eus ur skourr priñsel all; kement-se a voe graet hervez un emglev en tiegezh Nassau e 1783.