Lys (departamant)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Al Lys a oa anv un departamant gall krouet e Belgia etre 1795 ha 1814, war-lerc'h aloubidigezh ar vro gant an armeoù gall hag o stagidigezh ouzh Bro-C'hall. Dont a ra an anv eus ar stêr Lys.


Savidigezh[kemmañ]

Savet e voe an departamant e 1795, pa voe aloubet ar vro gant ar C'hallaoued, diwar douaroù kontelezh Flandrez. Brugge e oa ar pennlec'h anezhañ.


Arondisamantoù ha kantonioù[kemmañ]


War-lerc'h faezhidigezh Napoleon e 1814, e teuas an departamant da vout rann eus Rouantelezh Unanet an Izelvroioù. Dre vras e klot gant proviñs Kornôg-Flandrez e Belgia hiziv.