11 Gouere
Eus Wikipedia
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
Darvoudoù [kemmañ]
- 1302 : en Emgann ar C'hentroù Aour eo trec'het roue Bro-C'hall gant un emglev kêrioù eus Flandrez.
- 1405 : lakaat a ra an amiral sinaat Zheng He da ouel evit e veaj kentañ.
- 1776 : deroù trede beaj James Cook.
- 1904 : astennet eo al linenn hent-houarn Brest-Lesneven betek Ploueskad.
- 1921 : Mongolia dizalc'h diouzh Sina.
- 1962 : kentañ treuzkasadenn skinwel dre al loarell Telstar 1 e Pleuveur-Bodoù.
Sportoù [kemmañ]
- 1939 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Vire (Calvados) ha Roazhon ; trec'h eo Eloi Tassin.
- 1956 : loc'hañ a ra 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus An Oriant war-du Añje (Maine-et-Loire).
- 1982 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Konk-Kerne ha Kastellin ; trec'h eo Frank Hoste (Belgia).
- 1986 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Saint-Hilaire-du-Harcouët (Manche) ha Naoned ; trec'h eo Eddy Planckaert (Belgia).
- 1998 : dalc'het eo rakredadeg Tro Bro-C'hall e Dulenn (Iwerzhon) (a-benn d'an eur).
- 2004 : 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Lambal ha Kemper ; trec'h eo Thor Hushovd (Norvegia).
Ganedigezhioù [kemmañ]
- 1274 : Robert Iañ a Vro-Skos, anvet ivez Robert the Bruce († 7 a viz Mezheven 1329 e Càrdainn Ros (Skos)).
- 1767 : John Quincy Adams, c'hwec'hvet prezidant ar Stadoù-Unanet.
- 1920 : Yul Brynner, aktour amerikan († 10 a viz Here 1985 e New York).
- 1935 : Pêrig Herbert, sonaozour ha yezhoniour breizhat († 27 a viz Meurzh 2001 e Roazhon).
Marvioù [kemmañ]
- 1937 : George Gershwin, amerikan (° 26 a viz Gwengolo 1898 e New York).
- 1964 : Maurice Thorez, komunour gall (° 28 a viz Ebrel 1900 e Noyelles-Godault).