Janed ar Beltraneja

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Juana (la Beltraneja).

Juana de Trastámara, pe Juana de Castilla pe Janed ar Beltraneja (Madrid 1462- Lisboa 1530) a oa rouanez Kastilha ha León de jure. Enebiezh a gavas war he hent ha ne renas ket. Dimeziñ a reas da roue Portugal.

He buhez[kemmañ]

Tad ha mamm[kemmañ]

Merc'h e oa d'ar roue Herri IV Kastilha ha da Janed Portugal (1439-1475).
Un nebeud mizioù ne oa ken pa voe embannet e Cortes Madrid, d'an 9 a viz Mae 1462, e oa anvet da briñsez Asturiez ha dre-se pennherez ar roue. Dezhi eta e oa da vout rouanez Kastilha goude marv he zad met ur gaoz a voe savet neuze diwar-benn piv e oa he zad e gwirionez.

Hervez ar gaoz-se n'eo ket ar roue Herri IV an hini e oa. Kavout a rae d'an dud e oa dic'houest Herri : lesanvet e oa bet el Impotente (an dic'houest) gant e enebourien, rak trizek vloaz e oa bet dimezet da Blanca de Navarra, ha torret e oa bet an eured dre ma ne oa ket bet kaset an dimeziñ da benn, ha chomet gwerc'h ar wreg. Koulskoude n'eo ket ket hepken dre ma n'en doa bet bugel ebet gant e wreg kentañ, Blanca de Navarra, hogen dre ma oa anavezet e rae fae war e zever pried en e di. Ouzhpenn n'en doa bet bugel ebet gant serc'h ebet.

Pa voe ganet ur verc'h eta gant eil gwreg ar roue, Janed Portugal, ec'h eas an teodoù en-dro, ma voe kontet n'halle ket ar roue bezañ an tad ha ret e oa e vije bet ar rouanez o klask fret en un tu bennak all. Lavaret e voe e oa ar c'hont Beltrán de la Cueva, kamarad d'ar roue, an hini a oa tad d'ar bugel, ha sede perak e veze graet La Beltraneja eus Juana vihan.

Enebiezh[kemmañ]

Daou vloaz ne oa ken ar briñsez pa oa enebiezh an noblañsed en he gwashañ ouzh ar roue Herri IV. Dezho ne oa Juana nemet ur vastardez, ha mont a rejont a-du gant breur ar roue, an infant Alfonso Kastilla. Herri a glaskas dibunañ ar gudenn oc'h aozañ an dimeziñ etre e vreur Alfonso hag e verc'h Juana; e 1464 ec'h embannas e oa deuet ar priñs Alfonso da vout priñs pennhêr ha danvez-roue .
Un tamm a-raok-se avat e oa bet Herri IV o kinnig e verc'h Janed da Afonso V Portugal, roue Portugal, evit e vab João, infant Portugal.
Mont a reas an daou daol-se da gazh avat. Ha roue Kastilha a zishêrias e verc'h adarre pa anavezas e c'hoar-eñ, Izabel Kastilha (1451-1504), evel Priñsez Asturiez da vat, e Feuremglev Los Toros de Guisando, gant ma timezje-hi d'ar priñs a vije dibabet gant he breur eviti .

Ur pennadig goude, e 1468 ha 1469, e voe kaoz da zimeziñ Izabel d'ar roue Alfonso V Portugal, a oa breur da rouanez Kastilha, ha da zimeziñ Janed da Juan, mab pennhêr Alfonso V, war ziviz e vije lakaet Janed da ren goude Izabel ma varvje Izabel divugel. Met kement-se ne voe ket kaset da benn-vat.

Dimeziñ da zug Gwienna[kemmañ]

En 1469 e timezas Izabel, e kuzh ouzh Herri IV, gant infant Aragon, Fernando II Aragon, a-enep an emglev sinet gant he breur eta. Ar roue Herri avat, a oa karantezus ouzh e verc'h evel un tad, a roas ur respontas degemerus da gannaded c'hall deuet a-berzh ar roue Loeiz XI da c'houlenn dorn Janed evit e vreur, Dug Gwienna. Sinet e voe divizoù an dimeziñ en Medina del Campo e 1470. Eizh vloaz e oa Janed. War c'houlenn Juan Pacheco ha kannaded ar roue gall ec'h embannas Herri IV nac'h Feur-emglev Toros de Guisando, goude touiñ, a-gevret gant e wreg, e oant tad ha mamm da Janed. Lidet e voe an dimeziñ en Valdelozoya d'ar 26 a viz Here, en ur prad a zeree ouzh ar seurt darvoud, nepell diouzh Buitrago del Lozoya, ha goude e tostaas an noblañsoù a oa deuet di da ober o leoù a fealded d'an infantez evel pennhêrez ar gurunenn, hervez ar c'hiz. Dre hanterouriezh kont Boulogne eo e timezas dug Gwienna. Kardinal Albi, unan eus kannaded ar roue gall Loeiz XI, eo an hini a voe karget da lakaat ar rouaned da douiñ ha da wiriañ an testenioù.

Brezel diabarzh Kastilha[kemmañ]

Pa varvas Herri, en 1474, e kemeras Izabel kurunenn Kastilha. Janed a zimezas en 1475 da Afonso V, roue Portugal, a gemeras penn ur gostezenn da zifenn gwirioù e wreg. A-du gantañ e oa roue Bro-C'hall, Loeiz XI, a aloubas hanternoz Kastilha, p'edo arme Afonso er c'hornôg. E-keit-se edo Fernando o tifretañ da gaout arc'hant ha skoazellerien.


Skoazellerien Juana[kemmañ]

Pa varvas Herri IV el impotente, edo hogozik holl noblañsed ar vro a-du gant Izabel, da lavarout eo gant unvaniñ an div gurunenn, hini Kastilha ha hini Aragon; met un toullad tiegezhioù galloudus e Kastilha koulskoude a roas o skoazell da Janed. Anavezet e oa bet Janed evel rouanez gant Diego López Pacheco, markiz Villena, un den a bouez bras kenañ e kreisteiz Castilla la Nueva abalamour d'e zouaroù bras, a dape eus Toledo betek Murcia.

Heñvel dra en doa graet dug Arévalo, bras e vrud hag e bouez en Extremadura. A-du gant ar re-se e savas markiz Cádiz, Mestr Meur Calatrava, ur breur dezhañ, hag arc'heskob Toledo, Alfonso Carrillo de Acuña.

Rouanez Kastilha ha Portugal[kemmañ]

Ardemezioù Alfonso V de Avis, a ziskouez titloù roue Portugal ha roue Kastilha (1475-1479).

Buan e komprenas difennourien gwirioù Janed e oa an niver bihanañ gante hag evit derc'hel penn ouzh Izabel ez ejont da c'houlenn digant Alfonso V, roue Portugal, difenn gwirioù e nizez. Kinniget e voe dezhañ dimeziñ dezhi, ha gant se e teuje roue Portugal da vout roue Kastilha ouzhpenn.

Kement-se a blijas da Afonso. Kas a reas kannaded da Isabel ha Fernando da c'houlenn groñs ma tilezfent o gwirioù war ar gurunenn evit he reiñ da Janed, ma ne felle ket dezho gwelout brezel o tarzhañ. Hag eñ tremen an harzoù gant 1600 soudard war droad ha 5000 a gezeg, ha dre Extremadura. Erruout a reas Afonso e Plasencia. Eno e tegouezhas markiz Villena ha dug Arévalo d'e gaout. Hag eno e timezas Afonso, d'ar 25 a viz Mae 1475, da Juana, tra ma rede e gannaded da Roma da c'houlenn an aotre ret neuze evit dimeziñ d'he nizez.


Goude-se e kasas keloù da Rouaned Kastilha, a oa nevez-dimezet, ha lizheroù d'ar c'hêrioù, da zisplegañ petra e oa gwirioù Janed, ha da c'houlenn fealded digante. Janed, el lizhiri-se, kaset gant ar sekretour Juan González, a skrive en devoa lavaret Herri IV, p'edo en e dalaroù, eo hi an hini e oa he bugel nemetañ ha dre-se e oa pennerezh hervez ar reizh.

Deroù ar brezel[kemmañ]

Kement a youl vat ne servijas da netra koulskoude. Fernando hag Isabel a reas o seizh gwellañ da sevel un arme da zizarbenn dre an nerzh aloubadenn roue Portugal. Hennezh a chomas da ruzañ en Plasencia hag Arévalo. Evel-se o doe amzer e enebourien da sevel un arme, a-benn miz Gouere, a 4000 den armet, 8000 marc'heger ha 30 000 all. Krogadoù a voe e meur a lec'h eus ar vro.

Afonso V a guitaas Arévalo, a gemeras Toro ha Zamora. Fernando a zegouezhas dirak Toro gant milisoù Ávila ha Segovia, met buan e rankas en em dennañ, en dizurzh ha gant kolloù bras. E-keit-se e tisplije da goueriaded Kastilha, ar re a oa a-du gant Juana, servij dindan bannieloù Portugal.

Emgann Toro[kemmañ]

Brezel adarre[kemmañ]

Juana a gemeras penn he hent da vont da Bortugal, gwarezet gant he c'henderv João ha 400 marc'heger. Distreiñ a reas Afonso d'e rouantelezh. Ur bagad soudarded en devoa laosket en Toro, met kement-se ne viras ket ouzh kêr da vont a-du gant Isabel, ha Castronuño a reas kemend-all.

Emzaskoriñ a reas kastell Toro d'an 20 a viz Here; los caudillos de Isabel ganaron las villas y castillos de los magnates valedores de Juana, hag arc'heskob Toledo, markiz Villena, hag ar re all, a c'houlennas o fardon digant Isabel hag ober a rejont o leoù a fealded dezhi.

Ar pab a roas an aotre goulennet gant Afonso V ha Janed, ha roue Portugal a glaskas adkemer Rouantelezh Kastilha (1478) gant skoazell arc'heskob Toledo ha markiz Villena. Keloù fall: ar pab Sixto IV a freuzas an aotre roet dezho evit eurediñ d'arBeltraneja; Maestre de Santiago a faezhas ur bagad Portugaliz en Albuera, hag Izabel, a en em gave en Trujillo, a gasas hec'h urzhioù evit ma vije gronnet war un dro kêrioù Mérida, Medellín, Montánchez ha kreñvlec'hioù all eus Extremadura.

Fin ar brezel : feurioù-emglev Alcaçovas ha Tercerías de Moura[kemmañ]

Brezel a voe betek Gwengolo 1479.

A-enep dezhi e oa savet noblañsed a felle dezho reiñ ar gurunenn da Izabel Iañ Kastilha, hanterc'hoar d'he zad. Plegañ a reas ar roue hag envel a reas Izabel da bennhêrez en emglev graet e Los Toros de Guisando en Gwengolo 1468, nemet e oa ret da Izabel chom dizimez ha divugel.

E kuzh eta eo e timezas Izabel da Fernando II Aragon, pennhêr Aragon ha roue Sikilia. Ha Henri da embann eo e verc'h a oa pennhêrez. Hag an noblañsed, aon dezho e vije re a c'halloud etre daouarn Izabel ha Fernando, da dreiñ o chupenn ha da vont a-du gant ar roue hag e verc'h. Goude-se ne reas an traoù nemet gwashaat betek marv Herri, ha n'en doa ket dibunet ar gudenn da vat, ma chome da c'houzout gant piv ec'h aje ar gurunenn. Brezel diabarzh a oa war wel etre skoazellerien Janed ha re Izabel.

Notennoù[kemmañ]