Janed Portugal (1439-1475)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Janed Portugal (1439–1475), infantez Portugal, a oa rouanez Kastilha.

Dimezet e oa da Herri IV Kastilha. Mamm e oa da Janed ar Beltraneja. He merc'h a oa da vout rouanez Kastilha goude marv he zad met ur gaoz a voe savet diwar-benn piv e oa he zad, rak n'eo ket ar roue an hini e oa, dre ma oa dic'houest a-hervez, met ar c'hont Beltrán de la Cueva, kamarad d'ar roue, ha sede perak e veze graet La Beltraneja anezhi, dre c'hoap.

Kavout a rae d'an dud e oa dic'houest Herri dre ma oa bet dimezet da Blanca II Navarra, ha torret e oa bet an eured dre an abeg ma ne oa ket bet kaset an dimeziñ da benn. Ouzhpenn n'en doa bet bugel ebet gant e eil gwreg na gant serc'h ebet.